Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ACTS
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
Acts BretonNT 3:1  Pêr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.
Acts BretonNT 3:2  Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
Acts BretonNT 3:3  O welout Pêr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen.
Acts BretonNT 3:4  Pêr, o virout e zaoulagad paret warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp!
Acts BretonNT 3:5  Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto.
Acts BretonNT 3:6  Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!
Acts BretonNT 3:7  O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.
Acts BretonNT 3:8  O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliñ Doue.
Acts BretonNT 3:9  An holl bobl a welas anezhañ o kerzhout hag o veuliñ Doue.
Acts BretonNT 3:10  Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ.
Acts BretonNT 3:11  Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.
Acts BretonNT 3:12  Pêr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?
Acts BretonNT 3:13  Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
Acts BretonNT 3:14  Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer.
Acts BretonNT 3:15  Lakaet hoc'h eus d'ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
Acts BretonNT 3:16  Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d'an den-mañ ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl.
Acts BretonNT 3:17  Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.
Acts BretonNT 3:18  Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoù e holl brofeded, penaos e tlee ar C'hrist gouzañv poan.
Acts BretonNT 3:19  Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
Acts BretonNT 3:20  ha ma kaso an hini a zo bet disklêriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist,
Acts BretonNT 3:21  a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.
Acts BretonNT 3:22  Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoù: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhañ e kement a lavaro deoc'h,
Acts BretonNT 3:23  ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.
Acts BretonNT 3:24  An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioù-mañ.
Acts BretonNT 3:25  C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
Acts BretonNT 3:26  Evidoc'h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.