ACTS
Chapter 8
Acts | BretonNT | 8:1 | Saol a roas e asant d'ar marv-se. Bez' e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria. | |
Acts | BretonNT | 8:3 | Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez had o teurel anezho er prizon. | |
Acts | BretonNT | 8:4 | Evel-se, ar re a oa bet stlabezet a yae a lec'h da lec'h en ur embann an Aviel, ar Ger. | |
Acts | BretonNT | 8:6 | Ar bobl, holl a-unan, a selaouas gant evezh ar pezh a lavare Filip, oc'h anavezout hag o welout ar mirakloù a rae. | |
Acts | BretonNT | 8:7 | Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc'het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac'haet. | |
Acts | BretonNT | 8:9 | Bez' e oa diagent er gêr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc'h en em ober tremen evit un den bras. | |
Acts | BretonNT | 8:10 | An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhañ, o lavarout: Hemañ eo galloud bras Doue. | |
Acts | BretonNT | 8:11 | Douget e oant dezhañ dre m'en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh. | |
Acts | BretonNT | 8:12 | Met p'o doe kredet e Filip a gemenne an Aviel, ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue hag anv Jezuz-Krist, e voent badezet, gwazed kenkoulz ha gwragez. | |
Acts | BretonNT | 8:13 | Simon e-unan a gredas ivez. O vezañ bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloù hag ar burzhudoù bras a veze graet, e oa sabatuet. | |
Acts | BretonNT | 8:14 | An ebestel a oa e Jeruzalem, o vezañ klevet penaos en doa Samaria resevet ger Doue, a gasas dezho Pêr ha Yann. | |
Acts | BretonNT | 8:16 | rak ne oa ket c'hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 8:18 | Pa welas Simon penaos e oa roet ar Spered-Santel dre lakadur-daouarn an ebestel, a ginnigas dezho arc'hant | |
Acts | BretonNT | 8:19 | o lavarout: Roit din ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered-Santel ar re holl e lakain va daouarn warno. | |
Acts | BretonNT | 8:20 | Met Pêr a lavaras dezhañ: Ra yelo da arc'hant da get ganit, peogwir ec'h eus kredet e c'heller prenañ donezon Doue gant arc'hant. | |
Acts | BretonNT | 8:21 | N'eus evidout na perzh na lod e kement-mañ, rak da galon n'eo ket eeun dirak Doue. | |
Acts | BretonNT | 8:22 | Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl, | |
Acts | BretonNT | 8:24 | Simon a respontas: Pedit c'hwi an Aotrou evidon, evit na c'hoarvezo netra din eus ar pezh hoc'h eus lavaret. | |
Acts | BretonNT | 8:25 | O vezañ eta roet testeni da c'her an Aotrou hag o vezañ e gemennet, e tistrojont da Jeruzalem hag e prezegjont an Aviel e kalz a gêriadennoù eus bro ar Samaritaned. | |
Acts | BretonNT | 8:26 | Un ael eus an Aotrou a gomzas da Filip hag a lavaras dezhañ: Sav ha kae etrezek ar c'hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C'haza. An hini a zo distro. | |
Acts | BretonNT | 8:27 | O vezañ savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec'h holl deñzorioù, deuet da Jeruzalem evit azeuliñ, | |
Acts | BretonNT | 8:30 | Filip a zeredas hag a glevas e lenne ar profed Izaia. Lavarout a reas dezhañ: Ha kompren a rez ar pezh a lennez? | |
Acts | BretonNT | 8:31 | Eñ a respontas: Penaos e c'hellfen ma n'eus hini ebet da gelenn ac'hanon? Hag e pedas Filip da bignat ha d'azezañ en e gichen. | |
Acts | BretonNT | 8:32 | An arroud eus ar Skritur a lenne a oa hemañ: Kaset eo bet d'al lazherezh evel un dañvad hag, evel un oan mut dirak an hini en touz, n'en deus ket digoret e c'henoù. | |
Acts | BretonNT | 8:33 | E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c'hello kontañ e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar. | |
Acts | BretonNT | 8:34 | O kemer ar gomz, an eunuk a lavaras da Filip: Da bediñ a ran, diwar-benn piv e lavar ar profed kement-se? Diwar-benn e-unan pe diwar-benn unan all? | |
Acts | BretonNT | 8:35 | Filip, o kemer ar gomz hag o kregiñ gant an arroud-se, a brezegas dezhañ Aviel Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 8:36 | Evel ma'z aent dre an hent, ec'h errujont e-lec'h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet? | |
Acts | BretonNT | 8:37 | Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c'hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue. | |
Acts | BretonNT | 8:38 | Hag e c'hourc'hemennas herzel ar c'harr, e tiskennjont o-daou en dour, Filip hag an eunuk, ha e vadezas anezhañ. | |
Acts | BretonNT | 8:39 | Pa voent deuet er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a lamas Filip, hag an eunuk n'en gwelas ken. Kenderc'hel a reas e hent leun a levenez. | |