ACTS
Chapter 26
Acts | BretonNT | 26:1 | Agrippa a lavaras da Baol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn: | |
Acts | BretonNT | 26:2 | Roue Agrippa, en em gavout a ran eürus da c'hallout en em zifenn hiziv dirazout eus an holl draoù o deus tamallet din ar Yuzevien, | |
Acts | BretonNT | 26:3 | dreist-holl abalamour ma'c'h anavezez ervat o holl c'hizioù ha tabutoù. Da bediñ a ran eta da'm selaou gant pasianted. | |
Acts | BretonNT | 26:4 | E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem. | |
Acts | BretonNT | 26:5 | Gouzout a reont adalek ar penn-kentañ, mar fell dezho reiñ testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishañ eus hor relijion. | |
Acts | BretonNT | 26:6 | Bremañ on lakaet e barnedigezh evit an esperañs am eus er bromesa en deus Doue graet d'hon tadoù, | |
Acts | BretonNT | 26:7 | hag a c'hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc'h azeuliñ dalc'hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien. | |
Acts | BretonNT | 26:9 | Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared. | |
Acts | BretonNT | 26:10 | Kement-se eo ivez ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Lakaet em eus er prizon kalz eus ar sent, o vezañ bet ar galloud-mañ digant ar veleien vras, ha pa lakaed anezho d'ar marv, e roen va mouezh da gement-se. | |
Acts | BretonNT | 26:11 | Ouzh o c'hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c'hêrioù estren. | |
Acts | BretonNT | 26:13 | ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklêrijenn eus an neñv, lugernusoc'h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d'ar re a rae hent asambles ganin. | |
Acts | BretonNT | 26:14 | O vezañ kouezhet holl d'an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù. | |
Acts | BretonNT | 26:16 | Met sav hag en em zalc'h war da dreid, rak en em ziskouezet on dit evit da lakaat da servijer ha da dest ken eus an traoù ac'h eus gwelet evel eus ar re en em ziskouezin evito dit. | |
Acts | BretonNT | 26:17 | Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac'hanout bremañ etrezek enno, | |
Acts | BretonNT | 26:18 | da zigeriñ o daoulagad ha d'o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon. | |
Acts | BretonNT | 26:20 | met d'ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d'ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc'h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh. | |
Acts | BretonNT | 26:21 | Setu perak ar Yuzevien o deus va c'hemeret en templ hag o deus klasket va lazhañ. | |
Acts | BretonNT | 26:22 | Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c'hoarvezout, | |
Acts | BretonNT | 26:23 | penaos ar C'hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d'ar bobl ha d'ar broadoù. | |
Acts | BretonNT | 26:24 | Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec'h eus da skiant, Paol! Da c'houiziegezh vras a laka ac'hanout da ziskiantañ! | |
Acts | BretonNT | 26:25 | Met e lavaras: Ne'm eus ket kollet ar skiant, Festuz mat meurbet, met lavarout a ran traoù gwir hag a skiant vat. | |
Acts | BretonNT | 26:26 | Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhañ gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n'eus hini eus an traoù-mañ kuzhet dioutañ, peogwir n'int ket bet graet e kuzh. | |
Acts | BretonNT | 26:29 | Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c'hoazh ar re holl a selaou ac'hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ. | |
Acts | BretonNT | 26:30 | Goude m'en doe lavaret kement-se, ar roue, ar gouarnour, Bereniz hag ar re a oa azezet ganto a savas | |
Acts | BretonNT | 26:31 | hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n'en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon. | |