Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ACTS
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 25
Acts BretonNT 25:1  Festuz eta o vezañ erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem.
Acts BretonNT 25:2  Ar beleg-meur hag ar re gentañ a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazañ a-enep Paol hag, o pediñ anezhañ,
Acts BretonNT 25:3  e c'houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent.
Acts BretonNT 25:4  Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale.
Acts BretonNT 25:5  Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasañ ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enañ.
Acts BretonNT 25:6  Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol.
Acts BretonNT 25:7  Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c'hellent ket prouiñ.
Acts BretonNT 25:8  Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.
Acts BretonNT 25:9  Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
Acts BretonNT 25:10  Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat.
Acts BretonNT 25:11  Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar.
Acts BretonNT 25:12  Neuze Festuz, goude bezañ komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.
Acts BretonNT 25:13  Un nebeud devezhioù goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiñ Festuz.
Acts BretonNT 25:14  Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks
Acts BretonNT 25:15  ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh.
Acts BretonNT 25:16  Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet.
Acts BretonNT 25:17  Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se.
Acts BretonNT 25:18  An damallerien o vezañ deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloù a soñjen,
Acts BretonNT 25:19  met bet o deus gantañ un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev.
Acts BretonNT 25:20  Evel ma oan en douetañs war gement-se, e c'houlennis digantañ ha fellout a rae dezhañ mont da Jeruzalem ha bezañ barnet eno war an traoù-se.
Acts BretonNT 25:21  Met Paol o vezañ galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhañ da Gezar.
Acts BretonNT 25:22  Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezañ, e klevi anezhañ.
Acts BretonNT 25:23  An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.
Acts BretonNT 25:24  Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amañ ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amañ evel e Jeruzalem, a-enep dezhañ da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv.
Acts BretonNT 25:25  Met ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv, hag eñ e-unan o vezañ galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhañ.
Acts BretonNT 25:26  Ne'm eus netra sklaer da skrivañ diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhañ da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivañ pa vo bet graet goulennoù outañ.
Acts BretonNT 25:27  Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhañ.