ACTS
Chapter 11
Acts | BretonNT | 11:1 | An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue. | |
Acts | BretonNT | 11:5 | Edon o pediñ e kêr Jope hag, o kouezhañ en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heñvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neñv hag a zeuas betek ennon. | |
Acts | BretonNT | 11:6 | O vezañ sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neñv. | |
Acts | BretonNT | 11:8 | Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoù. | |
Acts | BretonNT | 11:9 | Ar vouezh a lavaras din eus an neñv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet. | |
Acts | BretonNT | 11:11 | Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan. | |
Acts | BretonNT | 11:12 | Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mañ a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se. | |
Acts | BretonNT | 11:13 | Eñ a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhañ: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr, | |
Acts | BretonNT | 11:15 | Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ. | |
Acts | BretonNT | 11:16 | Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel. | |
Acts | BretonNT | 11:17 | Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue? | |
Acts | BretonNT | 11:18 | O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez. | |
Acts | BretonNT | 11:19 | Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken. | |
Acts | BretonNT | 11:20 | Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 11:21 | Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou. | |
Acts | BretonNT | 11:22 | Ar c'heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch. | |
Acts | BretonNT | 11:23 | Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start. | |
Acts | BretonNT | 11:24 | Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou. | |
Acts | BretonNT | 11:26 | hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d'an diskibien. | |
Acts | BretonNT | 11:28 | Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar. | |
Acts | BretonNT | 11:29 | An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea. | |