ACTS
Chapter 20
Acts | BretonNT | 20:1 | Goude ma oa an drubuilh sioulaet, Paol a gasas da gerc'hat an diskibien hag, o vezañ kimiadet diouto, ez eas kuit evit mont da Vakedonia. | |
Acts | BretonNT | 20:2 | Treuziñ a reas ar c'horn-bro-se o kalonekaat anezho dre galz a brezegennoù, hag e teuas da C'hres | |
Acts | BretonNT | 20:3 | e-lec'h ma chomas tri mizvezh. O vezañ m'o doa ar Yuzevien stegnet pechoù dezhañ pa dlee lestrañ war-zu Siria, e reas e soñj da zistreiñ dre Vakedonia. | |
Acts | BretonNT | 20:4 | Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia. | |
Acts | BretonNT | 20:6 | Goude deizioù ar bara hep goell, e lestrjomp e Filipi hag, a-benn pemp devezh, o c'havjont e Troaz, e-lec'h ma chomjomp seizh devezh. | |
Acts | BretonNT | 20:7 | Ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, an diskibien a oa en em zastumet evit terriñ ar bara. Paol a gomze ganto, o tleout mont kuit an deiz war-lerc'h, hag e kendalc'has gant e brezegenn betek hanternoz. | |
Acts | BretonNT | 20:9 | Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec'hiet gant ar c'housked e-pad prezegenn hir Paol. Eñ a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d'an traoñ, hag e voe savet marv. | |
Acts | BretonNT | 20:10 | Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhañ hag, o kemer anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras: Na vezit ket nec'het, rak e ene a zo ennañ. | |
Acts | BretonNT | 20:11 | Goude bezañ pignet en-dro ha bezañ torret ar bara ha debret, e komzas c'hoazh pell betek gouloù-deiz. Ha goude-se ez eas kuit. | |
Acts | BretonNT | 20:13 | O vezañ aet a-raok war al lestr, ez ejomp dre vor etrezek Asoz, e-lec'h ma tleemp adkemer Paol. Evel-se en doa gourc'hemennet dre ma felle dezhañ ober an hent war droad. | |
Acts | BretonNT | 20:14 | Pa en em gavas ganeomp en Asoz, e kemerjomp anezhañ war al lestr hag ez ejomp da v-Mitilen. | |
Acts | BretonNT | 20:15 | Ac'hane, o vont dre vor, e teujomp an deiz war-lerc'h dirak Kioz. Antronoz e tizhjomp Samoz ha, goude bezañ chomet e Trojil, e teujomp an deiz goude da Vilet. | |
Acts | BretonNT | 20:16 | Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost. | |
Acts | BretonNT | 20:18 | Pa voent deuet d'e gavout, e lavaras dezho: Gouzout a rit penaos em eus atav en em renet ganeoc'h abaoe an deiz kentañ ma teuis en Azia, | |
Acts | BretonNT | 20:19 | o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien. | |
Acts | BretonNT | 20:20 | Gouzout a rit penaos ne'm eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc'h, ha ne'm eus ket manket d'o disklêriañ deoc'h ha d'ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d'egile, | |
Acts | BretonNT | 20:21 | o prezeg d'ar Yuzevien ha d'ar C'hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou. | |
Acts | BretonNT | 20:22 | Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c'hoarvezo ganin, | |
Acts | BretonNT | 20:23 | nemet e kemenn ar Spered-Santel ac'hanon e pep kêr eus an ereoù hag ar glac'haroù a c'hortoz ac'hanon. | |
Acts | BretonNT | 20:24 | Met n'en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n'eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue. | |
Acts | BretonNT | 20:25 | Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c'hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue. | |
Acts | BretonNT | 20:28 | Lakait eta evezh ouzhoc'h hoc'h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan. | |
Acts | BretonNT | 20:29 | Gouzout a ran penaos, goude ma vin aet kuit, ez aio en ho touez bleizi kriz ha n'espernint ket an tropell, | |
Acts | BretonNT | 20:30 | ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc'h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc'h. | |
Acts | BretonNT | 20:31 | Beilhit eta, o kaout soñj penaos e-pad tri bloaz ne'm eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac'hanoc'h, gant daeroù. | |
Acts | BretonNT | 20:32 | Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c'hras, eñ hag a c'hell sevel ha reiñ deoc'h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet. | |
Acts | BretonNT | 20:34 | C'hwi a anavez hoc'h-unan penaos an daouarn-mañ o deus pourvezet da'm ezhommoù ha da re an dud a oa ganin. | |
Acts | BretonNT | 20:35 | Diskouezet em eus deoc'h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc'h a eürusted a zo o reiñ eget o resev. | |
Acts | BretonNT | 20:37 | An holl a ouelas druz hag, oc'h en em deurel ouzh gouzoug Paol, e pokjont dezhañ, | |