ACTS
Chapter 12
Acts | BretonNT | 12:3 | O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell. | |
Acts | BretonNT | 12:4 | O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask. | |
Acts | BretonNT | 12:5 | Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ. | |
Acts | BretonNT | 12:6 | En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon. | |
Acts | BretonNT | 12:7 | Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn. | |
Acts | BretonNT | 12:8 | An ael a lavaras dezhañ: En em c'houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon. | |
Acts | BretonNT | 12:9 | Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh. | |
Acts | BretonNT | 12:10 | P'o doe tremenet ar c'hentañ hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ. | |
Acts | BretonNT | 12:11 | O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev. | |
Acts | BretonNT | 12:12 | Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ. | |
Acts | BretonNT | 12:14 | O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh. | |
Acts | BretonNT | 12:15 | Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo. | |
Acts | BretonNT | 12:16 | Met Pêr a gendalc'has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras. | |
Acts | BretonNT | 12:17 | Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all. | |
Acts | BretonNT | 12:18 | Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ. | |
Acts | BretonNT | 12:19 | Herodez, o vezañ lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno. | |
Acts | BretonNT | 12:20 | Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue. | |
Acts | BretonNT | 12:21 | D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho. | |
Acts | BretonNT | 12:23 | Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n'en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved. | |