ACTS
Chapter 21
Acts | BretonNT | 21:1 | Goude bezañ dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc'h da Rod, hag ac'hane da b-Patara. | |
Acts | BretonNT | 21:3 | O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c'harg eno. | |
Acts | BretonNT | 21:4 | O vezañ kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Baol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem. | |
Acts | BretonNT | 21:5 | Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec'h ambrougjont ac'hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet. | |
Acts | BretonNT | 21:6 | Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d'o ziez. | |
Acts | BretonNT | 21:7 | Oc'h echuiñ hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezañ saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto. | |
Acts | BretonNT | 21:8 | An deiz war-lerc'h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno. | |
Acts | BretonNT | 21:11 | Dont a reas d'hor c'havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc'h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c'houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed. | |
Acts | BretonNT | 21:12 | P'hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec'h-se a bedas anezhañ na bignje ket da Jeruzalem. | |
Acts | BretonNT | 21:13 | Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c'hlac'hariñ va c'halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 21:14 | O vezañ ne c'hellemp ket e gendrec'hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou! | |
Acts | BretonNT | 21:16 | Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojañ en e di. | |
Acts | BretonNT | 21:18 | An deiz war-lerc'h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno. | |
Acts | BretonNT | 21:19 | Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh. | |
Acts | BretonNT | 21:20 | Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d'an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn. | |
Acts | BretonNT | 21:21 | Klevet o deus penaos e kelennez d'an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc'hañ o bugale na derc'hel ar gizioù. | |
Acts | BretonNT | 21:22 | Petra eta a zo d'ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet. | |
Acts | BretonNT | 21:23 | Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amañ hon eus pevar den o deus graet ur gouestl. | |
Acts | BretonNT | 21:24 | Kemer anezho ganit, en em c'hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n'eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac'hanout, met e kendalc'hez da virout al lezenn. | |
Acts | BretonNT | 21:25 | Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. | |
Acts | BretonNT | 21:26 | Neuze Paol, o vezañ kemeret an dud-se an deiz war-lerc'h, en em c'hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiñ da anavezout an deizioù ma vije peurc'hraet ar c'hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho. | |
Acts | BretonNT | 21:27 | Evel ma'z ae ar seizh devezh da vezañ leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhañ en templ, a lakaas ar bobl d'en em sevel hag a grogas ennañ, | |
Acts | BretonNT | 21:28 | o krial: Tud a Israel, sikourit ac'hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec'h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec'h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec'h santel-mañ. | |
Acts | BretonNT | 21:29 | Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kêr gantañ, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ. | |
Acts | BretonNT | 21:30 | Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù. | |
Acts | BretonNT | 21:31 | Evel ma klaskent e lazhañ, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gêr Jeruzalem dispac'het. | |
Acts | BretonNT | 21:32 | Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantañ, hag e redas d'o c'havout. O welout ar c'habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol. | |
Acts | BretonNT | 21:33 | Neuze ar c'habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c'hourc'hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet. | |
Acts | BretonNT | 21:34 | Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c'hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c'hourc'hemennas e gas d'ar c'hreñvlec'h. | |
Acts | BretonNT | 21:35 | Pa voe erru war ar skalieroù, e voe ret d'ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl, | |
Acts | BretonNT | 21:37 | Pa voe Paol o vont da antren er c'hreñvlec'h, e lavaras d'ar c'habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eñ a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg? | |
Acts | BretonNT | 21:38 | N'out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d'an dispac'h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d'al lec'h distro pevar mil laer? | |
Acts | BretonNT | 21:39 | Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da'm lezel da gomz d'ar bobl. | |