ACTS
Chapter 9
Acts | BretonNT | 9:1 | Koulskoude Saol, o tianalañ c'hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur | |
Acts | BretonNT | 9:2 | hag a c'houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem. | |
Acts | BretonNT | 9:3 | Evel ma oa en hent ha ma tostae ouzh Damask, a-daol-trumm ur sklêrijenn o tont eus an neñv a lugernas en-dro dezhañ. | |
Acts | BretonNT | 9:4 | O vezañ kouezhet d'an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? | |
Acts | BretonNT | 9:5 | Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù. | |
Acts | BretonNT | 9:6 | En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus d'ober. | |
Acts | BretonNT | 9:7 | An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den. | |
Acts | BretonNT | 9:8 | Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezañ digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask. | |
Acts | BretonNT | 9:10 | Bez' e oa e Damask un diskibl anvet Ananiaz. An Aotrou a lavaras dezhañ en ur weledigezh: Ananiaz! Respont a reas: Setu me, Aotrou! | |
Acts | BretonNT | 9:11 | An Aotrou a lavaras dezhañ: Sav, kae d'ar straed a anver Eeun ha goulenn e ti Judaz un den anvet Saol a Dars. Rak setu, emañ o pediñ | |
Acts | BretonNT | 9:12 | ha gwelet en deus en ur weledigezh un den anvet Ananiaz, o tont e-barzh hag en deus lakaet e zaouarn warnañ evit ma adkavo ar gweled. | |
Acts | BretonNT | 9:13 | Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da'z sent e Jeruzalem, | |
Acts | BretonNT | 9:14 | hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c'halv da anv. | |
Acts | BretonNT | 9:15 | Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel, | |
Acts | BretonNT | 9:17 | Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel. | |
Acts | BretonNT | 9:18 | Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec'h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet. | |
Acts | BretonNT | 9:21 | Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c'halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c'has ereet d'ar veleien vras? | |
Acts | BretonNT | 9:22 | Koulskoude Saol en em greñvae muioc'h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar C'hrist. | |
Acts | BretonNT | 9:23 | Un nebeud amzer goude, ar Yuzevien en em guzulias a-unvan evit e lakaat da vervel. | |
Acts | BretonNT | 9:24 | Met o irienn a zeuas da vezañ anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoù noz-deiz evit e lakaat da vervel. | |
Acts | BretonNT | 9:25 | Hag an diskibien, o kemer anezhañ en noz, a ziskennas anezhañ en ur baner a-hed ar voger. | |
Acts | BretonNT | 9:26 | Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniñ gant an diskibien, met an holl o doa aon araozañ, dre na gredent ket e oa un diskibl. | |
Acts | BretonNT | 9:27 | Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d'an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhañ war an hent hag en doa komzet outañ, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 9:28 | Bez' e oa ganto, o tont hag o vont e Jeruzalem hag o prezeg gant hardizhegezh en anv an Aotrou Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 9:29 | Komz ha tabutal a rae gant ar C'hresianegerien, met ar re-mañ a glaske e lakaat da vervel. | |
Acts | BretonNT | 9:30 | Ar vreudeur o vezañ anavezet kement-se, a zegasas anezhañ da Gezarea hag en kasas etrezek Tars. | |
Acts | BretonNT | 9:31 | Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc'h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel. | |
Acts | BretonNT | 9:32 | C'hoarvezout a reas, evel ma'z ae Pêr da weladenniñ holl, ma tiskennas ivez etrezek ar sent a chome e Lidda. | |
Acts | BretonNT | 9:33 | Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet. | |
Acts | BretonNT | 9:34 | Pêr a lavaras dezhañ: Ene, Jezuz ar C'hrist a yac'ha ac'hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas. | |
Acts | BretonNT | 9:35 | Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhañ hag en em zistrojont ouzh an Aotrou. | |
Acts | BretonNT | 9:36 | Bez' e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz (= Heizezig). Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù. | |
Acts | BretonNT | 9:37 | Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc'het, e voe lakaet en ur gambr uhel. | |
Acts | BretonNT | 9:38 | Evel ma'z emañ Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezañ gouezet e voe Pêr eno, a gasas daou zen d'e gavout ha d'e bediñ da zont hep dale d'o zi. | |
Acts | BretonNT | 9:39 | Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d'ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto. | |
Acts | BretonNT | 9:40 | Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c'horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec'h azezas. | |
Acts | BretonNT | 9:41 | Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho. | |