ACTS
Chapter 14
Acts | BretonNT | 14:1 | C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed. | |
Acts | BretonNT | 14:2 | Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur. | |
Acts | BretonNT | 14:3 | Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn. | |
Acts | BretonNT | 14:4 | Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel. | |
Acts | BretonNT | 14:5 | Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho, | |
Acts | BretonNT | 14:6 | ar re-mañ, o vezañ gouezet kement-se, a dec'has e kêrioù Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro, | |
Acts | BretonNT | 14:8 | E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa biskoazh kerzhet. | |
Acts | BretonNT | 14:9 | Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac'haet | |
Acts | BretonNT | 14:10 | hag a lavaras gant ur vouezh kreñv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas. | |
Acts | BretonNT | 14:11 | Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heñvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp. | |
Acts | BretonNT | 14:12 | Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz. | |
Acts | BretonNT | 14:13 | Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl. | |
Acts | BretonNT | 14:14 | Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial: | |
Acts | BretonNT | 14:15 | O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioù eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno. | |
Acts | BretonNT | 14:16 | En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan, | |
Acts | BretonNT | 14:17 | petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c'halonoù a vadoù hag a levenez. | |
Acts | BretonNT | 14:18 | A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho. | |
Acts | BretonNT | 14:19 | Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv. | |
Acts | BretonNT | 14:20 | Met an diskibien o vezañ en em zastumet en-dro dezhañ, e savas hag e teuas e kêr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb. | |
Acts | BretonNT | 14:21 | Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch, | |
Acts | BretonNT | 14:22 | o kreñvaat eneoù an diskibien, oc'h aliañ anezho da genderc'hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue. | |
Acts | BretonNT | 14:23 | Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ. | |
Acts | BretonNT | 14:26 | Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet. | |
Acts | BretonNT | 14:27 | Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoù dor ar feiz. | |