ACTS
Chapter 7
Acts | BretonNT | 7:2 | Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan, | |
Acts | BretonNT | 7:3 | hag e lavaras dezhañ: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit. | |
Acts | BretonNT | 7:4 | Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d'ar vro-mañ e-lec'h ma chomit bremañ. | |
Acts | BretonNT | 7:5 | Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet. | |
Acts | BretonNT | 7:6 | Doue a lavaras dezhañ penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset. | |
Acts | BretonNT | 7:7 | Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mañ. | |
Acts | BretonNT | 7:8 | Emglev an amdroc'h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhañ d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad. | |
Acts | BretonNT | 7:10 | Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c'hlac'haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di. | |
Acts | BretonNT | 7:11 | Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoù a voued. | |
Acts | BretonNT | 7:13 | Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef. | |
Acts | BretonNT | 7:14 | Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent. | |
Acts | BretonNT | 7:16 | Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem. | |
Acts | BretonNT | 7:17 | Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt, | |
Acts | BretonNT | 7:19 | Hemañ, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoù betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez. | |
Acts | BretonNT | 7:20 | En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad | |
Acts | BretonNT | 7:21 | hag, o vezañ bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhañ hag a vagas anezhañ evel he mab hec'h-unan. | |
Acts | BretonNT | 7:22 | Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioù hag en e oberoù. | |
Acts | BretonNT | 7:23 | Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel. | |
Acts | BretonNT | 7:24 | O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veñjas an hini a oa graet droug dezhañ en ur skeiñ gant an Ejipsian. | |
Acts | BretonNT | 7:25 | Krediñ a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket. | |
Acts | BretonNT | 7:26 | An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezañ e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile? | |
Acts | BretonNT | 7:27 | Met an hini a wallgase e nesañ a vountas anezhañ o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? | |
Acts | BretonNT | 7:29 | Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab. | |
Acts | BretonNT | 7:30 | Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet. | |
Acts | BretonNT | 7:31 | Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ: | |
Acts | BretonNT | 7:32 | Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout. | |
Acts | BretonNT | 7:33 | An Aotrou a lavaras dezhañ: Lam da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnañ a zo un douar santel. | |
Acts | BretonNT | 7:34 | Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoù hag on diskennet d'o dieubiñ. Deus bremañ, hag e kasin ac'hanout en Ejipt. | |
Acts | BretonNT | 7:35 | Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn. | |
Acts | BretonNT | 7:36 | Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz. | |
Acts | BretonNT | 7:37 | Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ. | |
Acts | BretonNT | 7:38 | Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp. | |
Acts | BretonNT | 7:39 | Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt, | |
Acts | BretonNT | 7:40 | o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantañ. | |
Acts | BretonNT | 7:41 | Ober a rejont ul leue en deizioù-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn. | |
Acts | BretonNT | 7:42 | Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro? | |
Acts | BretonNT | 7:43 | Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc'h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon. | |
Acts | BretonNT | 7:44 | Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoù el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet. | |
Acts | BretonNT | 7:45 | Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David. | |
Acts | BretonNT | 7:46 | Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Zoue Jakob, | |
Acts | BretonNT | 7:48 | Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed: | |
Acts | BretonNT | 7:49 | An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.? | |
Acts | BretonNT | 7:51 | Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù. | |
Acts | BretonNT | 7:52 | Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremañ hag hoc'h eus drouklazhet. | |
Acts | BretonNT | 7:54 | O klevout ar c'homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoù hag e c'hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ. | |
Acts | BretonNT | 7:55 | Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue, | |
Acts | BretonNT | 7:56 | hag e lavaras: Setu, e welan an neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue. | |
Acts | BretonNT | 7:57 | O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ. | |
Acts | BretonNT | 7:58 | O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol. | |