ACTS
Chapter 4
Acts | BretonNT | 4:1 | Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d'o c'havout, | |
Acts | BretonNT | 4:2 | o vezañ gwall nec'het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 4:3 | Hag e krogjont enno hag o lakajont er prizon betek an deiz war-lerc'h, abalamour ma oa dija diwezhat. | |
Acts | BretonNT | 4:4 | Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil. | |
Acts | BretonNT | 4:5 | Hag e c'hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed, | |
Acts | BretonNT | 4:6 | gant Annaz ar beleg-meur, Kaifaz, Yann, Aleksandr hag ar re holl a oa eus gouenn ar veleien vras. | |
Acts | BretonNT | 4:7 | O vezañ o degaset en o c'hreiz, e c'houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc'h eus graet kement-mañ? | |
Acts | BretonNT | 4:8 | Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel, | |
Acts | BretonNT | 4:9 | pa'z eo goulennet diganeomp hiziv abeg ur madober roet da un den kamm, evit gouzout penaos eo bet yac'haet, | |
Acts | BretonNT | 4:10 | gouezit, c'hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc'h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac'h dirazoc'h. | |
Acts | BretonNT | 4:11 | Eñ eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc'h-c'hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezañ maen kentañ ar c'horn. | |
Acts | BretonNT | 4:12 | N'eus silvidigezh en hini all ebet, rak n'eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ. | |
Acts | BretonNT | 4:13 | O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c'houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 4:15 | met e c'hourc'hemennjont dezho mont er-maez eus ar sanedrin hag en em guzuilhjont etrezo, | |
Acts | BretonNT | 4:16 | o lavarout: Petra raimp d'an dud-se? Rak ur mirakl o deus graet hag a zo anavezet gant holl dud Jeruzalem, anat eo ha ne c'hellomp ket e nac'hañ. | |
Acts | BretonNT | 4:17 | Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mañ muioc'h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoù komz mui da biv bennak en anv-se. | |
Acts | BretonNT | 4:19 | Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc'h kentoc'h eget ouzh Doue, | |
Acts | BretonNT | 4:20 | rak ne c'hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoù hon eus gwelet ha klevet. | |
Acts | BretonNT | 4:21 | Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d'o c'hastizañ, abalamour d'ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c'hoarvezet. | |
Acts | BretonNT | 4:23 | Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho. | |
Acts | BretonNT | 4:24 | O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac'h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno, | |
Acts | BretonNT | 4:25 | te eo en deus lavaret dre c'henoù da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoù hag ar soñjoù ven-se e-touez ar pobloù? | |
Acts | BretonNT | 4:26 | Rouaned an douar a zo en em savet hag ar briñsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet. | |
Acts | BretonNT | 4:27 | Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da'z servijer santel Jezuz, an hini ac'h eus olevet | |
Acts | BretonNT | 4:28 | evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet. | |
Acts | BretonNT | 4:29 | Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da'z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c'her gant ur wir hardizhegezh, | |
Acts | BretonNT | 4:30 | oc'h astenn da zorn da yac'haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 4:31 | P'o doe pedet, al lec'h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh. | |
Acts | BretonNT | 4:32 | Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo. | |
Acts | BretonNT | 4:33 | An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c'hras vras a oa warno holl. | |
Acts | BretonNT | 4:34 | Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroù pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet | |
Acts | BretonNT | 4:35 | hag en lakae ouzh treid an ebestel. e Lodennet e oa da bep hini hervez ma en doa ezhomm. | |
Acts | BretonNT | 4:36 | Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez, | |