ACTS
Chapter 19
Acts | BretonNT | 19:1 | E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien, | |
Acts | BretonNT | 19:2 | hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc'h eus ar Spered-Santel pa hoc'h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N'hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel. | |
Acts | BretonNT | 19:3 | Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc'h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann. | |
Acts | BretonNT | 19:4 | Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d'ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc'h, da lavarout eo er C'hrist Jezuz. | |
Acts | BretonNT | 19:6 | P'en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont. | |
Acts | BretonNT | 19:8 | Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue. | |
Acts | BretonNT | 19:9 | Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz. | |
Acts | BretonNT | 19:10 | Kement-se a badas daou vloavezh, en hevelep doare ma klevas ger an Aotrou Jezuz ar re holl a chome en Azia, kenkoulz ar Yuzevien evel ar C'hresianed. | |
Acts | BretonNT | 19:12 | en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac'haet eus o c'hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez. | |
Acts | BretonNT | 19:13 | Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c'hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc'het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol. | |
Acts | BretonNT | 19:14 | Ar re a rae kement-se a oa seizh mab Skeva, ur Yuzev hag unan eus ar veleien vras. | |
Acts | BretonNT | 19:15 | An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c'hwi, piv oc'h? | |
Acts | BretonNT | 19:16 | An den dalc'het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec'hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet. | |
Acts | BretonNT | 19:17 | Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C'hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet. | |
Acts | BretonNT | 19:18 | Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklêriañ ar pezh o doa graet. | |
Acts | BretonNT | 19:19 | Un niver bras eus ar re o doa embreget hud a zegasas o levrioù hag o devas dirak an holl. Pa voe kontet ar priz a gement-se, e voe kavet e save da hanter-kant mil pezh arc'hant. | |
Acts | BretonNT | 19:21 | Goude ma voe c'hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom. | |
Acts | BretonNT | 19:22 | O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Timote hag Erast, e chomas c'hoazh un nebeud amzer en Azia. | |
Acts | BretonNT | 19:24 | Rak un den anvet Demetriuz, un orfebour, a rae temploù bihan eus Artemiz en arc'hant hag a roe kalz da c'hounit d'an artizaned. | |
Acts | BretonNT | 19:25 | Bodañ a reas anezho gant ar re all a rae ar seurt labourioù-se hag e lavaras: O tud, anavezout a rit penaos e teu hon holl c'hounid eus al labour-se, | |
Acts | BretonNT | 19:26 | hag e welit hag e klevit penaos, n'eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n'int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud. | |
Acts | BretonNT | 19:27 | N'eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegañs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl. | |
Acts | BretonNT | 19:28 | O vezañ klevet kement-se, e voent leuniet a fulor hag e krijont: Bras eo Artemiz an Efeziz! | |
Acts | BretonNT | 19:29 | Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d'an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol. | |
Acts | BretonNT | 19:30 | Paol a fellas dezhañ en em ziskouez d'ar bobl, met an diskibien n'en lezjont ket d'ober. | |
Acts | BretonNT | 19:31 | Hiniennoù zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d'e bediñ na yaje ket d'an teatr. | |
Acts | BretonNT | 19:32 | Lod eta a grie en un doare, lod all en un doare all, rak ar vodadeg a oa gwall gemmesket hag an darn vuiañ anezho ne ouient ket evit petra e oant en em zastumet. | |
Acts | BretonNT | 19:33 | Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc'h ober sin gant e zorn, a fellas dezhañ en em zifenn dirak ar bobl. | |
Acts | BretonNT | 19:34 | Met adalek ma'c'h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz! | |
Acts | BretonNT | 19:35 | Sekretour kêr, o vezañ peoc'haet ar bobl, a lavaras: Tud a Efez, piv eo an den ha ne oar ket penaos kêr an Efeziz eo mirerez eus an doueez vras Artemiz hag eus ar pezh a zo kouezhet eus an neñv? | |
Acts | BretonNT | 19:36 | Kement-se o vezañ anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh. | |
Acts | BretonNT | 19:37 | Rak an dud-se hoc'h eus degaset, n'int na tud disakr na touerien a-enep ho toueez. | |
Acts | BretonNT | 19:38 | Mar en deus Demetriuz hag an artizaned a zo gantañ ur c'hlemm bennak d'ober a-enep unan bennak, ez eus deizioù a vreujoù ha prokoñsuled. Ra c'halvo an eil egile d'al lez-varn. | |
Acts | BretonNT | 19:39 | Met mar hoc'h eus un dra bennak all da c'houlenn, e c'hello bezañ graet en un emvod hervez al lezenn. | |
Acts | BretonNT | 19:40 | Rak en dañjer emaomp da vezañ tamallet a zispac'h evit ar pezh a zo c'hoarvezet hiziv, dre n'hon eus abeg ebet evit reiñ digarez d'an dastumadeg-mañ. | |