ACTS
Chapter 16
Acts | BretonNT | 16:1 | Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian. | |
Acts | BretonNT | 16:3 | Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad. | |
Acts | BretonNT | 16:4 | Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem. | |
Acts | BretonNT | 16:6 | P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia. | |
Acts | BretonNT | 16:7 | O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont. | |
Acts | BretonNT | 16:9 | Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour. | |
Acts | BretonNT | 16:10 | Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno. | |
Acts | BretonNT | 16:11 | O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz. | |
Acts | BretonNT | 16:12 | Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù. | |
Acts | BretonNT | 16:13 | D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno. | |
Acts | BretonNT | 16:14 | Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol. | |
Acts | BretonNT | 16:15 | Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se. | |
Acts | BretonNT | 16:16 | Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp. | |
Acts | BretonNT | 16:17 | O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh. | |
Acts | BretonNT | 16:18 | Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal. | |
Acts | BretonNT | 16:19 | Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr. | |
Acts | BretonNT | 16:20 | O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int, | |
Acts | BretonNT | 16:21 | hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned. | |
Acts | BretonNT | 16:22 | An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier. | |
Acts | BretonNT | 16:23 | Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh. | |
Acts | BretonNT | 16:24 | O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù. | |
Acts | BretonNT | 16:25 | War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve. | |
Acts | BretonNT | 16:26 | A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret. | |
Acts | BretonNT | 16:27 | Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit. | |
Acts | BretonNT | 16:28 | Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ. | |
Acts | BretonNT | 16:29 | O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz. | |
Acts | BretonNT | 16:30 | Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet? | |
Acts | BretonNT | 16:31 | Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh. | |
Acts | BretonNT | 16:33 | Eñ a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud. | |
Acts | BretonNT | 16:34 | O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh. | |
Acts | BretonNT | 16:36 | Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h. | |
Acts | BretonNT | 16:37 | Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez. | |
Acts | BretonNT | 16:38 | Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman. | |
Acts | BretonNT | 16:39 | Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr. | |