Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 9
Hebr BretonNT 9:1  An emglev kentañ en doa ivez eta gourc'hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.
Hebr BretonNT 9:2  Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c'hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec'h santel.
Hebr BretonNT 9:3  En tu all d'an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,
Hebr BretonNT 9:4  eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.
Hebr BretonNT 9:5  Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiñ gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.
Hebr BretonNT 9:6  Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid,
Hebr BretonNT 9:7  met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec'hedoù ar bobl.
Hebr BretonNT 9:8  Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ.
Hebr BretonNT 9:9  Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c'hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,
Hebr BretonNT 9:10  hag a oa hepken gourc'hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
Hebr BretonNT 9:11  Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mañ,
Hebr BretonNT 9:12  aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.
Hebr BretonNT 9:13  Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c'hig,
Hebr BretonNT 9:14  pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c'hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Hebr BretonNT 9:15  Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.
Hebr BretonNT 9:16  Rak e-lec'h ma ez eus un testamant, eo ret e vefe prouet marv an testamanter.
Hebr BretonNT 9:17  Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezañ talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter.
Hebr BretonNT 9:18  Setu perak an emglev kentañ ivez ne voe ket lakaet hep skuilhañ gwad.
Hebr BretonNT 9:19  Goude m'en doe Moizez disklêriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,
Hebr BretonNT 9:20  en ur lavarout: Hemañ eo gwad an emglev en deus Doue urzhiet evidoc'h.
Hebr BretonNT 9:21  Ober a reas ivez sparfadur gwad war an tabernakl ha war holl listri al lid.
Hebr BretonNT 9:22  An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n'eus ket a bardon.
Hebr BretonNT 9:23  Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc'h c'hoazh.
Hebr BretonNT 9:24  Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,
Hebr BretonNT 9:25  nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini,
Hebr BretonNT 9:26  rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c'hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiñ e-unan.
Hebr BretonNT 9:27  Hag evel ma'z eo ret d'an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,
Hebr BretonNT 9:28  en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec'hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec'hed d'ar re en gortoz evit ar silvidigezh.