ROMANS
Chapter 5
Roma | BretonNT | 5:1 | O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, | |
Roma | BretonNT | 5:2 | eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d'ar c'hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue. | |
Roma | BretonNT | 5:3 | N'eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac'haroù, o c'houzout penaos ar glac'har a zegas an dalc'husted, | |
Roma | BretonNT | 5:5 | Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp. | |
Roma | BretonNT | 5:6 | Rak pa oamp c'hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue. | |
Roma | BretonNT | 5:7 | A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat. | |
Roma | BretonNT | 5:8 | Met Doue a ziskouez e garantez en hor c'heñver, o vezañ ma oamp c'hoazh pec'herien pa'z eo marvet Krist evidomp. | |
Roma | BretonNT | 5:9 | O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc'h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar. | |
Roma | BretonNT | 5:10 | Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc'h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez. | |
Roma | BretonNT | 5:11 | N'eo ket kement-se hepken, met c'hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ. | |
Roma | BretonNT | 5:12 | Dre-se, evel ma'z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec'hed er bed ha dre ar pec'hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d'en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec'het. | |
Roma | BretonNT | 5:13 | Rak ar pec'hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec'hed n'eo ket kontet pa n'eus lezenn ebet. | |
Roma | BretonNT | 5:14 | Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n'o doa ket pec'het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont. | |
Roma | BretonNT | 5:15 | Met n'emañ ket eus donezon ar c'hras evel eus ar pec'hed. Rak mar d-eo marvet tud e-leizh dre bec'hed unan hepken, kalz muioc'h gras Doue ha donezon ar c'hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet war galz a dud. | |
Roma | BretonNT | 5:16 | Ha n'emañ ket eus an donezon evel eus ar pezh a zo c'hoarvezet dre unan hepken en deus pec'het. Rak ar varnedigezh a zo deuet da vezañ kondaonidigezh goude ur pec'hed hepken, met donezon ar c'hras a zo deuet da vezañ reizhadur goude meur a bec'hed. | |
Roma | BretonNT | 5:17 | Rak mar dre bec'hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc'h ar re a resev ar fonnder eus ar c'hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist. | |
Roma | BretonNT | 5:18 | Evel-se eta, mar en deus ur pec'hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d'an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez. | |
Roma | BretonNT | 5:19 | Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec'herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh. | |
Roma | BretonNT | 5:20 | Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec'hed da fonnañ; met e-lec'h m'en deus ar pec'hed fonnet, ar c'hras he deus dreistfonnet, | |