Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 7
Roma BretonNT 7:1  Breudeur, ha n'ouzoc'h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev?
Roma BretonNT 7:2  Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec'h ozhac'h e-keit ha ma'z eo bev, met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac'h.
Roma BretonNT 7:3  Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec'h ozhac'h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n'eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.
Roma BretonNT 7:4  Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo deuet marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d'an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.
Roma BretonNT 7:5  Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioù ar pec'hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv.
Roma BretonNT 7:6  Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
Roma BretonNT 7:7  Petra a lavarimp eta? Hag eo pec'hed al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc'hoantai ket.
Roma BretonNT 7:8  Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc'hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv.
Roma BretonNT 7:9  Bez' e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc'hemenn o vezañ deuet, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
Roma BretonNT 7:10  Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv.
Roma BretonNT 7:11  Rak ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus tromplet ac'hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
Roma BretonNT 7:12  Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc'hemenn a zo santel, reizh ha mat.
Roma BretonNT 7:13  Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed eo, evit m'en em ziskouez evel pec'hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec'her dre ar gourc'hemenn.
Roma BretonNT 7:14  Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed.
Roma BretonNT 7:15  Rak n'ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan.
Roma BretonNT 7:16  Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec'h anavezan ez eo mat al lezenn.
Roma BretonNT 7:17  Met bremañ n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
Roma BretonNT 7:18  Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig; c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober.
Roma BretonNT 7:19  Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d'ober.
Roma BretonNT 7:20  Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
Roma BretonNT 7:21  Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.
Roma BretonNT 7:22  Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh,
Roma BretonNT 7:23  met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili.
Roma BretonNT 7:24  Paour-kaezh paotr ma'z on! Piv a zieubo ac'hanon eus korf ar marv-mañ?
Roma BretonNT 7:25  Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec'hed dre ar c'hig.