Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 12
Roma BretonNT 12:1  Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.
Roma BretonNT 12:2  N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
Roma BretonNT 12:3  Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h n'en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc'h eget ma'z eo ret, met m'en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.
Roma BretonNT 12:4  Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober,
Roma BretonNT 12:5  evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c'horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile,
Roma BretonNT 12:6  o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;
Roma BretonNT 12:7  pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn;
Roma BretonNT 12:8  pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.
Roma BretonNT 12:9  Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Roma BretonNT 12:10  E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriñ an eil egile.
Roma BretonNT 12:11  E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou.
Roma BretonNT 12:12  En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac'har. Kendalc'hit er bedenn.
Roma BretonNT 12:13  Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.
Roma BretonNT 12:14  Bennigit ar re a heskin ac'hanoc'h, bennigit ha na villigit ket.
Roma BretonNT 12:15  En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.
Roma BretonNT 12:16  Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc'h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan.
Roma BretonNT 12:17  Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.
Roma BretonNT 12:18  Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud.
Roma BretonNT 12:19  N'en em veñjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.
Roma BretonNT 12:20  Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec'hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn.
Roma BretonNT 12:21  Na vez ket trec'het gant an droug, met trec'h an droug gant ar mad.