ROMANS
Chapter 12
Roma | BretonNT | 12:1 | Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh. | |
Roma | BretonNT | 12:2 | N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat. | |
Roma | BretonNT | 12:3 | Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h n'en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc'h eget ma'z eo ret, met m'en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini. | |
Roma | BretonNT | 12:4 | Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober, | |
Roma | BretonNT | 12:5 | evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c'horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile, | |
Roma | BretonNT | 12:6 | o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz; | |
Roma | BretonNT | 12:7 | pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn; | |
Roma | BretonNT | 12:8 | pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez. | |
Roma | BretonNT | 12:9 | Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad. | |
Roma | BretonNT | 12:10 | E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriñ an eil egile. | |
Roma | BretonNT | 12:11 | E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 12:16 | Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc'h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan. | |
Roma | BretonNT | 12:17 | Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud. | |
Roma | BretonNT | 12:18 | Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud. | |
Roma | BretonNT | 12:19 | N'en em veñjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 12:20 | Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec'hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn. | |