Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
Roma BretonNT 3:1  Petra eta eo dreistelezh ar Yuzevien? Pe, petra eo talvoudegezh an amdroc'h?
Roma BretonNT 3:2  Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma'z eo bet fiziet enno diouganoù Doue.
Roma BretonNT 3:3  Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n'o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
Roma BretonNT 3:4  N'eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma'z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c'hounezi da abeg pa vi barnet.
Roma BretonNT 3:5  Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.
Roma BretonNT 3:7  Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniñ muioc'h evit e c'hloar dre va gaou, perak ez on c'hoazh barnet evel ur pec'her?
Roma BretonNT 3:8  Perak ne reomp ket an droug evit m'en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma'z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac'hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.
Roma BretonNT 3:9  Petra eta? Ha gwelloc'h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec'hed,
Roma BretonNT 3:10  hervez ma'z eo skrivet: N'eus den reizh ebet, nann, hini ebet,
Roma BretonNT 3:11  n'eus den hag en deus skiant, n'eus den hag a glask Doue,
Roma BretonNT 3:12  an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n'eus hini anezho hag a ra ar mad, n'eus hini ebet.
Roma BretonNT 3:13  O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù,
Roma BretonNT 3:19  Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d'ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Roma BretonNT 3:20  Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec'hed.
Roma BretonNT 3:21  Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ,
Roma BretonNT 3:22  reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n'eus diforc'h ebet,
Roma BretonNT 3:23  peogwir o deus holl pec'het, ha ma tioueront gloar Doue,
Roma BretonNT 3:24  ha ma'z int reishaet evit netra dre e c'hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,
Roma BretonNT 3:25  eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec'hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,
Roma BretonNT 3:26  evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.
Roma BretonNT 3:27  Pelec'h eta emañ an abeg d'en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.
Roma BretonNT 3:28  Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn.
Roma BretonNT 3:29  Doue, ha bez' eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n'eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez' eo ivez hini ar baganed,
Roma BretonNT 3:30  rak bez' ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc'hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc'h dre ar feiz.
Roma BretonNT 3:31  Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N'eo ket! Er c'hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.