ROMANS
Chapter 1
Roma | BretonNT | 1:4 | disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou, | |
Roma | BretonNT | 1:5 | hon eus resevet drezañ ar c'hras hag an abostolerezh evit degas d'ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed, | |
Roma | BretonNT | 1:7 | d'an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Roma | BretonNT | 1:8 | Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc'h holl, abalamour ma'z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl. | |
Roma | BretonNT | 1:9 | Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac'hanoc'h hep ehan, | |
Roma | BretonNT | 1:10 | o c'houlenn dalc'hmat em fedennoù gallout, mar d-eo e volontez, dont a-benn da gaout un tu mat da vont d'ho kavout. | |
Roma | BretonNT | 1:11 | Rak c'hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc'h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet, | |
Roma | BretonNT | 1:12 | da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc'h kenkoulz ha din-me. | |
Roma | BretonNT | 1:13 | Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec'h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d'ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ. | |
Roma | BretonNT | 1:14 | En em dleout a ran d'ar C'hresianed kenkoulz ha d'ar Varbared, d'ar re ouiziek kenkoulz ha d'ar re ziouiziek. | |
Roma | BretonNT | 1:15 | Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc'h-c'hwi ivez, ar re a zo e Rom. | |
Roma | BretonNT | 1:16 | Rak ne'm eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian. | |
Roma | BretonNT | 1:17 | Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma'z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz. | |
Roma | BretonNT | 1:18 | Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc'h ar wirionez en direizhder, | |
Roma | BretonNT | 1:19 | rak ar pezh a c'heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho. | |
Roma | BretonNT | 1:20 | E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c'halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n'o deus digarez ebet, | |
Roma | BretonNT | 1:21 | rak, goude bezañ anavezet Doue, n'o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n'o deus ket e drugarekaet, met deuet int d'en em goll en o arguzennoù hag o c'halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn. | |
Roma | BretonNT | 1:23 | ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej. | |
Roma | BretonNT | 1:24 | Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc'hoantoù o c'halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c'horfoù o-unan, | |
Roma | BretonNT | 1:25 | int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c'hrouadur e-lec'h ar C'hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen. | |
Roma | BretonNT | 1:26 | Setu perak Doue en deus o laosket da c'hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c'hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur. | |
Roma | BretonNT | 1:27 | En hevelep doare ivez, ar wazed, o tilezel an darempred naturel gant ar wreg, a zo bet entanet en o c'hoantidigezh an eil evit egile, oc'h ober gwaz gant gwaz loustonioù mezhus hag o resev enno o-unan ar gopr a oa dleet d'o gwallgundu. | |
Roma | BretonNT | 1:28 | Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek. | |
Roma | BretonNT | 1:29 | Bez' ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh, | |
Roma | BretonNT | 1:30 | flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud, | |