Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 16
Roma BretonNT 16:1  Erbediñ a ran deoc'h Foebe hor c'hoar, diagonez eus Iliz Kenkre,
Roma BretonNT 16:2  evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac'hanoc'h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.
Roma BretonNT 16:3  Saludit Prisilha hag Akilaz, va c'henlabourerien e Jezuz-Krist,
Roma BretonNT 16:4  lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n'eo ket me hepken a drugareka anezho, met c'hoazh holl Ilizoù ar baganed.
Roma BretonNT 16:5  Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c'haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist.
Roma BretonNT 16:6  Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp.
Roma BretonNT 16:7  Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c'herent ha va c'henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
Roma BretonNT 16:9  Saludit Urban, hor c'henlabourer e Krist, ha Stakiz va c'haret-mat.
Roma BretonNT 16:10  Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul.
Roma BretonNT 16:11  Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou.
Roma BretonNT 16:12  Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.
Roma BretonNT 16:13  Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini.
Roma BretonNT 16:14  Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto.
Roma BretonNT 16:15  Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c'hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto.
Roma BretonNT 16:16  Saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoù Krist a salud ac'hanoc'h.
Roma BretonNT 16:17  Alian a ran ac'hanoc'h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc'h eus desket, ha da bellaat diouto.
Roma BretonNT 16:18  Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c'hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.
Roma BretonNT 16:19  Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc'h. Met e c'hoantaan e vefec'h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.
Roma BretonNT 16:20  Hep dale an Doue a beoc'h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.
Roma BretonNT 16:21  Timote, va c'henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c'herent, a salud ac'hanoc'h.
Roma BretonNT 16:22  Me a salud ac'hanoc'h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ.
Roma BretonNT 16:23  Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac'hanoc'h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac'hanoc'h.
Roma BretonNT 16:24  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.
Roma BretonNT 16:25  D'an hini a c'hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,
Roma BretonNT 16:26  met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d'an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,
Roma BretonNT 16:27  da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.