Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
Roma BretonNT 2:1  Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.
Roma BretonNT 2:2  Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez.
Roma BretonNT 2:3  Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c'helli tec'hout diouzh barnedigezh Doue?
Roma BretonNT 2:4  Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c'halv madelezh Doue ac'hanout d'ar geuzidigezh?
Roma BretonNT 2:5  Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,
Roma BretonNT 2:7  ar vuhez peurbadus d'ar re a gendalc'h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
Roma BretonNT 2:8  met droukc'hras ha fulor d'an dabuterien, d'ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,
Roma BretonNT 2:9  glac'har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian,
Roma BretonNT 2:10  met gloar, enor ha peoc'h da bep den a ra ar mad, d'ar Yuzev da gentañ, ha goude d'ar Gresian.
Roma BretonNT 2:12  Ar re holl o devo pec'het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec'het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn.
Roma BretonNT 2:13  Rak n'eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet.
Roma BretonNT 2:14  Pa zeu ar baganed, int ha n'o deus ket al lezenn, da ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezañ n'o deus ket al lezenn,
Roma BretonNT 2:15  diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c'halonoù, o c'houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo,
Roma BretonNT 2:16  en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.
Roma BretonNT 2:17  Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,
Roma BretonNT 2:18  a anavez e volontez, a gav mat ar pezh a zo dispar, o vezañ desket dre al lezenn,
Roma BretonNT 2:19  a gred bezañ rener ar re dall, sklêrijenn ar re a zo en deñvalijenn,
Roma BretonNT 2:20  doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c'houiziegezh hag ar wirionez.
Roma BretonNT 2:21  Te eta, a gelenn ar re all, ha n'en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na dleer ket laerezh, hag e laerez?
Roma BretonNT 2:22  Te a lavar na dleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh? Te a gasa an idoloù, hag e laerez temploù?
Roma BretonNT 2:23  Te a denn gloar eus al lezenn, hag e tizenor Doue o terriñ al lezenn?
Roma BretonNT 2:24  Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc'h, evel ma'z eo kement-se skrivet.
Roma BretonNT 2:25  Gwir eo ez eo an amdroc'h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc'h a zeu da vezañ diamdroc'h.
Roma BretonNT 2:26  Mar mir eta an hini n'eo ket amdroc'het gourc'hemennoù al lezenn, e ziamdroc'h ha ne vo ket kontet evel amdroc'h?
Roma BretonNT 2:27  Ha mar mir al lezenn an hini n'eo ket amdroc'het dre natur, ha ne varno ket ac'hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc'h?
Roma BretonNT 2:28  Rak n'eo ket Yuzev an neb n'eo nemet en diavaez, ha n'eo ket an amdroc'h an hini a zo graet en diavaez er c'hig,
Roma BretonNT 2:29  met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc'h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.