ROMANS
Chapter 15
Roma | BretonNT | 15:1 | Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan. | |
Roma | BretonNT | 15:2 | Ra zeuio pep hini ac'hanomp da blijout d'e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur. | |
Roma | BretonNT | 15:3 | Rak Krist ivez n'eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma'z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac'hanout a zo kouezhet warnon. | |
Roma | BretonNT | 15:4 | Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c'helennadurezh, evit m'hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù. | |
Roma | BretonNT | 15:5 | Ra roio deoc'h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc'h hervez skouer Jezuz-Krist, | |
Roma | BretonNT | 15:6 | evit ma c'hellot, gant un hevelep ene hag un hevelep genoù, reiñ gloar da Zoue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
Roma | BretonNT | 15:7 | En em zegemerit eta an eil egile, evel m'en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue. | |
Roma | BretonNT | 15:8 | Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc'hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d'hon tadoù | |
Roma | BretonNT | 15:9 | hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d'e drugarez, evel ma'z eo skrivet: En abeg da-se ec'h anzavin ac'hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv. | |
Roma | BretonNT | 15:12 | Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni. | |
Roma | BretonNT | 15:13 | Ra zeuio Doue an esperañs d'ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc'h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c'halloud ar Spered-Santel. | |
Roma | BretonNT | 15:14 | Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc'h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d'en em aliañ an eil egile. | |
Roma | BretonNT | 15:15 | Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc'h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c'hras a zo bet roet din gant Doue | |
Roma | BretonNT | 15:16 | da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel. | |
Roma | BretonNT | 15:17 | Ul lec'h a c'hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keñver ar pezh a sell ouzh traoù Doue. | |
Roma | BretonNT | 15:18 | Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d'ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù, | |
Roma | BretonNT | 15:19 | dre c'halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c'halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria. | |
Roma | BretonNT | 15:20 | Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec'h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet, | |
Roma | BretonNT | 15:21 | hervez ma'z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n'o doa ket klevet komz anezhañ a gompreno. | |
Roma | BretonNT | 15:23 | Met bremañ, evel n'eus netra ken o terc'hel ac'hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c'hoant bras d'ho kwelout abaoe meur a vloavezh, | |
Roma | BretonNT | 15:24 | ez in d'ho kavout pa'z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac'hanoc'h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc'h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc'h. | |
Roma | BretonNT | 15:26 | Rak falvezet eo bet d'ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem. | |
Roma | BretonNT | 15:27 | Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel. | |
Roma | BretonNT | 15:28 | Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc'h. | |
Roma | BretonNT | 15:29 | Gouzout a ran penaos pa'z in d'ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist. | |
Roma | BretonNT | 15:30 | Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon, | |
Roma | BretonNT | 15:31 | evit ma vin dieubet diouzh diskrederien Judea ha ma vo va servij e Jeruzalem degemeret mat gant ar sent, | |
Roma | BretonNT | 15:32 | en hevelep doare ma'z in d'ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez. | |