Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 8
Roma BretonNT 8:1  N'eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c'hig met hervez ar spered.
Roma BretonNT 8:2  Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec'hed hag ar marv.
Roma BretonNT 8:3  Rak ar pezh a oa dibosupl d'al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c'hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c'hig heñvel ouzh hini ar pec'hed, hag en abeg d'ar pec'hed, a gondaonas ar pec'hed er c'hig,
Roma BretonNT 8:4  evit ma vefe peurc'hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c'hig met hervez ar spered.
Roma BretonNT 8:5  Rak ar re a vev hervez ar c'hig a laka o c'harantez e traoù ar c'hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c'harantez e traoù ar spered.
Roma BretonNT 8:6  Karantez ar c'hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc'h,
Roma BretonNT 8:7  rak karantez ar c'hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c'hell ket henn ober.
Roma BretonNT 8:8  Ar re a zo er c'hig ne c'hellont ket plijout da Zoue.
Roma BretonNT 8:9  Met n'emaoc'h ket er c'hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc'h. Ma ez eus unan bennak ha n'en deus ket Spered Krist, hennezh n'eo ket dezhañ.
Roma BretonNT 8:10  Met mar d-emañ Krist ennoc'h, ar c'horf evit gwir a zo marv abalamour d'ar pec'hed, met ar spered a zo buhez abalamour d'ar reizhder.
Roma BretonNT 8:11  Mar chom ennoc'h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d'ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc'h.
Roma BretonNT 8:12  Evel-se eta, breudeur, n'omp ket dleourien d'ar c'hig evit bevañ hervez ar c'hig.
Roma BretonNT 8:13  Rak mar bevit hervez ar c'hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c'horf da vervel, e vevot.
Roma BretonNT 8:14  Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue.
Roma BretonNT 8:15  Ha n'hoc'h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c'hoazh en aon, met resevet hoc'h eus ur Spered advugelañ a laka ac'hanomp da grial: Abba! Tad!
Roma BretonNT 8:16  Ar Spered e-unan a ro testeni d'hor spered ez omp bugale da Zoue.
Roma BretonNT 8:17  Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.
Roma BretonNT 8:18  Me a gav din n'eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp.
Roma BretonNT 8:19  Rak ar grouadelezh a zo o c'hortoz gant ur c'hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,
Roma BretonNT 8:20  rak n'eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d'an hini en deus he lakaet eo,
Roma BretonNT 8:21  gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue.
Roma BretonNT 8:22  Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c'houzañv gwentloù ar gwilioud,
Roma BretonNT 8:23  ha n'eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c'hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c'horf.
Roma BretonNT 8:24  Rak salvet omp en esperañs, met an esperañs a weler n'eo ken esperañs. Penaos e c'heller esperout ar pezh a weler?
Roma BretonNT 8:25  Met ma'c'h esperomp ar pezh na welomp ket, ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted.
Roma BretonNT 8:26  Evel-se ivez ar Spered a sikour ac'hanomp en hon dinerzhded. Rak n'ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma'z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c'hellont ket bezañ displeget.
Roma BretonNT 8:27  An hini a furch ar c'halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec'h erbed evit ar sent hervez Doue.
Roma BretonNT 8:28  Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
Roma BretonNT 8:29  Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c'hentañ-ganet e-touez meur a vreur.
Roma BretonNT 8:30  Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.
Roma BretonNT 8:31  Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
Roma BretonNT 8:32  Eñ ha n'en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?
Roma BretonNT 8:33  Piv a savo evit tamall ar re zibabet gant Doue? Doue eo an hini a reisha.
Roma BretonNT 8:34  Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec'h erbed evidomp.
Roma BretonNT 8:35  Piv a zispartio ac'hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez' e vo an anken, ar glac'har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c'hleze?
Roma BretonNT 8:36  Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d'ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh.
Roma BretonNT 8:37  Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec'herien dre an hini en deus hor c'haret.
Roma BretonNT 8:38  Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont,
Roma BretonNT 8:39  nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c'hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.