Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
Roma BretonNT 4:1  Petra a lavarimp eta diwar-benn ar pezh en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c'hig?
Roma BretonNT 4:2  Mar d-eo bet Abraham reishaet dre an oberoù, en deus lec'h da dennañ gloar, met nann dirak Doue.
Roma BretonNT 4:3  Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Roma BretonNT 4:4  Hogen, gopr an hini a labour n'eo ket kontet dezhañ evel ur c'hras met evel un dra dleet,
Roma BretonNT 4:5  ha d'an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder.
Roma BretonNT 4:6  Evel-se ivez e tisklêri David eürusted an den a zo kontet dezhañ gant Doue ar reizhder hep an oberoù:
Roma BretonNT 4:7  Eürus ar re a zo pardonet dezho o direizhderioù hag a zo goloet o fec'hedoù!
Roma BretonNT 4:8  Eürus an den na gonto ket dezhañ an Aotrou e bec'hed!
Roma BretonNT 4:9  An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc'hidi hepken pe evit ar re ziamdroc'h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder.
Roma BretonNT 4:10  Pegoulz eta eo bet kontet dezhañ? Pa oa amdroc'het pe diamdroc'h? Ne oa ket goude an amdroc'h, met e-pad ma oa c'hoazh diamdroc'h.
Roma BretonNT 4:11  Hag e resevas sin an amdroc'h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc'h, evit bezañ tad d'ar re holl a gred petra bennak ma'z int diamdroc'h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,
Roma BretonNT 4:12  hag evit bezañ tad an amdroc'hidi, ar re n'int ket amdroc'het hepken met c'hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc'h.
Roma BretonNT 4:13  Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n'eo ket bet graet da Abraham pe d'e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.
Roma BretonNT 4:14  Rak mar d-eo ar re eus ar lezenn an heritourien, ar feiz a zo aet da netra hag ar bromesa a zo torret.
Roma BretonNT 4:15  Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec'h n'eus lezenn ebet n'eus ket a dorridigezh-lezenn.
Roma BretonNT 4:16  Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c'hras, evit ma vo ar bromesa asuret d'an holl lignez, nann hepken d'an hini a zo eus al lezenn, met ivez d'an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
Roma BretonNT 4:17  hervez ma'z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d'ar re varv hag a c'halv an traoù n'emaint ket evel ma vijent.
Roma BretonNT 4:18  Oc'h esperout a-enep da bep esperañs, en deus kredet e teuje da vezañ tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez.
Roma BretonNT 4:19  Evel na oa ket dinerzh er feiz, ne chomas ket da soñjal e oa e gorf dija gwanaet, pa'z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz, hag e oa mammoù Sara e stad a varv.
Roma BretonNT 4:20  N'en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue,
Roma BretonNT 4:21  o krediñ start penaos ar pezh en deus prometet, a c'hell ivez ober.
Roma BretonNT 4:22  Setu perak kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Roma BretonNT 4:23  Hogen n'eo ket hepken evitañ eo skrivet e oa kontet-se dezhañ,
Roma BretonNT 4:24  met deomp-ni eo ivez e vo kontet kement-se, ni hag a gred en hini en deus adsavet a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou,
Roma BretonNT 4:25  an hini a zo bet droukroet evit hor pec'hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.