Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 10
Roma BretonNT 10:1  Breudeur, c'hoant va c'halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet.
Roma BretonNT 10:2  Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n'eo ket hervez an anaoudegezh.
Roma BretonNT 10:3  Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n'o deus ket pleget da reizhder Doue.
Roma BretonNT 10:4  Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred.
Roma BretonNT 10:5  Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.
Roma BretonNT 10:6  Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket en da galon: Piv a bigno en neñv? Lakaat Krist da ziskenn eo;
Roma BretonNT 10:7  pe: Piv a ziskenno en donder? Lakaat Krist da adpignat a-douez ar re varv eo.
Roma BretonNT 10:8  Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, en da c'henoù hag en da galon. Setu aze ar ger a feiz a brezegomp:
Roma BretonNT 10:9  Mar anzavez gant da c'henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.
Roma BretonNT 10:10  Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
Roma BretonNT 10:11  Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet.
Roma BretonNT 10:12  N'eus diforc'h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c'halv anezhañ.
Roma BretonNT 10:13  Rak piv bennak a c'halvo anv an Aotrou a vo salvet.
Roma BretonNT 10:14  Penaos eta e c'halvint an hini n'o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n'o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?
Roma BretonNT 10:15  Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc'h, ar re a gemenn keleier mat!
Roma BretonNT 10:16  Met n'o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d'ar pezh hon eus prezeget?
Roma BretonNT 10:17  Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue.
Roma BretonNT 10:18  Met e lavaran: Ha n'o deus ket klevet? Er c'hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c'homzoù betek pennoù pellañ ar bed.
Roma BretonNT 10:19  Met e lavaran: Ha n'en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc'h dre ur vroad diskiant.
Roma BretonNT 10:20  Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c'houlennent ket diwar va fenn.
Roma BretonNT 10:21  Met e-keñver Israel, e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha chifus.