ROMANS
Chapter 11
Roma | BretonNT | 11:1 | Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin. | |
Roma | BretonNT | 11:2 | Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel? | |
Roma | BretonNT | 11:3 | Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ. | |
Roma | BretonNT | 11:4 | Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal. | |
Roma | BretonNT | 11:5 | Bez' ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c'hras. | |
Roma | BretonNT | 11:6 | Hogen mar d-eo dre c'hras, n'eo mui dre an oberoù, anez ar c'hras ne vije mui ur c'hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n'eo mui ur c'hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù. | |
Roma | BretonNT | 11:7 | Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, | |
Roma | BretonNT | 11:8 | hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket. | |
Roma | BretonNT | 11:9 | Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant, | |
Roma | BretonNT | 11:10 | ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget da viken. | |
Roma | BretonNT | 11:11 | Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno. | |
Roma | BretonNT | 11:12 | Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl. | |
Roma | BretonNT | 11:13 | Me a lavar deoc'h-c'hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da'm ministrerezh, | |
Roma | BretonNT | 11:14 | o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig ha salviñ hiniennoù anezho. | |
Roma | BretonNT | 11:15 | Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv? | |
Roma | BretonNT | 11:16 | Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez. | |
Roma | BretonNT | 11:17 | Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec'h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn, | |
Roma | BretonNT | 11:18 | na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout. | |
Roma | BretonNT | 11:20 | Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiñ, met az pez aon, | |
Roma | BretonNT | 11:21 | rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut. | |
Roma | BretonNT | 11:22 | Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez. | |
Roma | BretonNT | 11:23 | Hag evito, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudañ a-nevez. | |
Roma | BretonNT | 11:24 | Rak mar d-out bet troc'het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan? | |
Roma | BretonNT | 11:25 | Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh; | |
Roma | BretonNT | 11:26 | hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs; | |
Roma | BretonNT | 11:28 | Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc'h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d'o zadoù, | |
Roma | BretonNT | 11:30 | Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh, | |
Roma | BretonNT | 11:31 | en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h. | |
Roma | BretonNT | 11:32 | Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl. | |
Roma | BretonNT | 11:33 | O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù! | |