Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 14
Roma BretonNT 14:1  Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.
Roma BretonNT 14:2  Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj.
Roma BretonNT 14:3  An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret.
Roma BretonNT 14:4  Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc'h en e sav pe mar kouezh, d'e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.
Roma BretonNT 14:5  Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec'het en e soñjoù e-unan.
Roma BretonNT 14:6  An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d'an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d'an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d'an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d'an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.
Roma BretonNT 14:7  Rak hini ac'hanomp ne vev evitañ e-unan hag hini ne varv evitañ e-unan.
Roma BretonNT 14:8  Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d'an Aotrou.
Roma BretonNT 14:9  Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.
Roma BretonNT 14:10  Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa'z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.
Roma BretonNT 14:11  Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue.
Roma BretonNT 14:12  Evel-se pep hini ac'hanomp a rento kont da Zoue evitañ e-unan.
Roma BretonNT 14:13  N'en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc'h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d'ho preur.
Roma BretonNT 14:14  Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n'eus netra dic'hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic'hlan, an dra-se a zo dic'hlan evitañ.
Roma BretonNT 14:15  Met mar d-eo da vreur glac'haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.
Roma BretonNT 14:17  rak rouantelezh Doue n'emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc'h ha levenez er Spered-Santel.
Roma BretonNT 14:18  An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.
Roma BretonNT 14:19  Klaskomp eta an traoù a gas d'ar peoc'h hag a c'hell kenteliañ an eil egile.
Roma BretonNT 14:20  Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d'an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh.
Roma BretonNT 14:21  Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c'hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.
Roma BretonNT 14:22  Ha te ac'h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n'en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat.
Roma BretonNT 14:23  Met an hini en deus douetañs a zo koñdaonet mar debr, rak n'en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec'hed.