JOHN
Chapter 2
John | BretonNT | 2:4 | Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N'eo ket c'hoazh deuet va eur. | |
John | BretonNT | 2:6 | Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metret (~ 70 da 100 l). | |
John | BretonNT | 2:7 | Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr. | |
John | BretonNT | 2:8 | Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont. | |
John | BretonNT | 2:9 | P'en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried | |
John | BretonNT | 2:10 | hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ! | |
John | BretonNT | 2:11 | Setu e Kana Galilea ar c'hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar. E ziskibien a gredas ennañ. | |
John | BretonNT | 2:12 | Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù. | |
John | BretonNT | 2:14 | En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno. | |
John | BretonNT | 2:15 | O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù, | |
John | BretonNT | 2:16 | hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had. | |
John | BretonNT | 2:18 | Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se? | |
John | BretonNT | 2:19 | Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh. | |
John | BretonNT | 2:20 | Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh? | |
John | BretonNT | 2:22 | Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret. | |
John | BretonNT | 2:23 | E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae. | |