JOHN
Chapter 4
John | BretonNT | 4:1 | Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann, | |
John | BretonNT | 4:5 | Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d'e vab Jozef. | |
John | BretonNT | 4:6 | Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa. | |
John | BretonNT | 4:7 | Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ. | |
John | BretonNT | 4:9 | Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned. | |
John | BretonNT | 4:10 | Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez. | |
John | BretonNT | 4:11 | Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour a vuhez-se? | |
John | BretonNT | 4:12 | Ha brasoc'h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened? | |
John | BretonNT | 4:14 | met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken mui sec'hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. | |
John | BretonNT | 4:15 | Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. | |
John | BretonNT | 4:17 | Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet, | |
John | BretonNT | 4:18 | rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se. | |
John | BretonNT | 4:20 | Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem. | |
John | BretonNT | 4:21 | Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon, an eur a zeu ma n'azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. | |
John | BretonNT | 4:22 | C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien. | |
John | BretonNT | 4:23 | Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se. | |
John | BretonNT | 4:24 | Doue a zo Spered, hag ret eo d'ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez. | |
John | BretonNT | 4:25 | Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. | |
John | BretonNT | 4:27 | War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe: perak e komzez ganti? | |
John | BretonNT | 4:29 | Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C'hrist? | |
John | BretonNT | 4:33 | An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ? | |
John | BretonNT | 4:34 | Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset ha peurober e oberenn. | |
John | BretonNT | 4:35 | Ha ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost. | |
John | BretonNT | 4:36 | An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. | |
John | BretonNT | 4:37 | Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder. | |
John | BretonNT | 4:38 | Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c'hwi a zo aet en o labour. | |
John | BretonNT | 4:39 | Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet. | |
John | BretonNT | 4:40 | Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno. | |
John | BretonNT | 4:42 | Lavarout a rejont d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist. | |
John | BretonNT | 4:44 | rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro e-unan. | |
John | BretonNT | 4:45 | Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel. | |
John | BretonNT | 4:46 | Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec'h m'en doa troet an dour e gwin. Bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. | |
John | BretonNT | 4:47 | O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel. | |
John | BretonNT | 4:49 | An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel. | |
John | BretonNT | 4:50 | Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit. | |
John | BretonNT | 4:51 | Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev. | |
John | BretonNT | 4:52 | Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. | |
John | BretonNT | 4:53 | An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di. | |