Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JOHN
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 19
John BretonNT 19:1  Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.
John BretonNT 19:2  Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
John BretonNT 19:3  hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ.
John BretonNT 19:4  Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
John BretonNT 19:5  Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.
John BretonNT 19:6  Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
John BretonNT 19:7  Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue.
John BretonNT 19:8  Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon.
John BretonNT 19:9  Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
John BretonNT 19:10  Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont?
John BretonNT 19:11  Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
John BretonNT 19:12  Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
John BretonNT 19:13  Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
John BretonNT 19:14  Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue.
John BretonNT 19:15  Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar.
John BretonNT 19:16  Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
John BretonNT 19:17  O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
John BretonNT 19:18  Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
John BretonNT 19:19  Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
John BretonNT 19:20  Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
John BretonNT 19:21  Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
John BretonNT 19:22  Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
John BretonNT 19:23  Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ.
John BretonNT 19:24  Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.
John BretonNT 19:25  Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
John BretonNT 19:26  Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
John BretonNT 19:27  Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
John BretonNT 19:28  Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus.
John BretonNT 19:29  Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù.
John BretonNT 19:30  P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
John BretonNT 19:31  Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane.
John BretonNT 19:32  Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
John BretonNT 19:33  Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
John BretonNT 19:34  Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour.
John BretonNT 19:35  An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
John BretonNT 19:36  Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
John BretonNT 19:37  Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
John BretonNT 19:38  Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
John BretonNT 19:39  Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez.
John BretonNT 19:40  Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.
John BretonNT 19:41  Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
John BretonNT 19:42  Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.