JOHN
Chapter 13
John | BretonNT | 13:1 | A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh. | |
John | BretonNT | 13:2 | Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d'e zroukreiñ, | |
John | BretonNT | 13:3 | Jezuz, oc'h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue, | |
John | BretonNT | 13:4 | a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti. | |
John | BretonNT | 13:5 | Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc'hiñ treid an diskibien ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ. | |
John | BretonNT | 13:6 | Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din! | |
John | BretonNT | 13:7 | Jezuz a respontas dezhañ: N'ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h. | |
John | BretonNT | 13:8 | Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'c'h eus ket lod ganin. | |
John | BretonNT | 13:9 | Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. | |
John | BretonNT | 13:10 | Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. | |
John | BretonNT | 13:11 | Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl. | |
John | BretonNT | 13:12 | Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. | |
John | BretonNT | 13:14 | Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile. | |
John | BretonNT | 13:16 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset. | |
John | BretonNT | 13:18 | Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep. | |
John | BretonNT | 13:19 | Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa c'hoarvezo, ma kredot emaon. | |
John | BretonNT | 13:20 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. | |
John | BretonNT | 13:21 | P'en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am droukroio. | |
John | BretonNT | 13:23 | Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz. | |
John | BretonNT | 13:26 | Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon. | |
John | BretonNT | 13:27 | War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez. | |
John | BretonNT | 13:28 | Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ. | |
John | BretonNT | 13:29 | Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d'ar beorien. | |
John | BretonNT | 13:31 | Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ. | |
John | BretonNT | 13:32 | Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest. | |
John | BretonNT | 13:33 | Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: Ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an, deoc'h ivez en lavaran bremañ. | |
John | BretonNT | 13:34 | Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. | |
John | BretonNT | 13:35 | Dre gement-mañ ec'h anavezo an holl ez oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile. | |
John | BretonNT | 13:36 | Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec'h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc'h. | |
John | BretonNT | 13:37 | Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout. | |