JOHN
Chapter 1
John | BretonNT | 1:3 | An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ. | |
John | BretonNT | 1:5 | Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. | |
John | BretonNT | 1:7 | Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. | |
John | BretonNT | 1:10 | Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet. | |
John | BretonNT | 1:12 | Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv, | |
John | BretonNT | 1:13 | ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue. | |
John | BretonNT | 1:14 | Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad. | |
John | BretonNT | 1:15 | Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa. | |
John | BretonNT | 1:17 | Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. | |
John | BretonNT | 1:18 | Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout. | |
John | BretonNT | 1:19 | Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c'houlenn digantañ: Piv out-te? | |
John | BretonNT | 1:21 | Hag e c'houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann. | |
John | BretonNT | 1:22 | Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? | |
John | BretonNT | 1:23 | Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia. | |
John | BretonNT | 1:25 | Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed? | |
John | BretonNT | 1:26 | Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n'anavezit ket anezhañ. | |
John | BretonNT | 1:27 | Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. | |
John | BretonNT | 1:28 | Kement-mañ a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann. | |
John | BretonNT | 1:29 | An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed. | |
John | BretonNT | 1:30 | Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. | |
John | BretonNT | 1:31 | Me n'anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel. | |
John | BretonNT | 1:32 | Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ. | |
John | BretonNT | 1:33 | Me n'anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. | |
John | BretonNT | 1:38 | Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h e chomez? | |
John | BretonNT | 1:39 | Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa. | |
John | BretonNT | 1:40 | Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ. | |
John | BretonNT | 1:41 | Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C'hrist (= an Olevet). | |
John | BretonNT | 1:42 | Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr. | |
John | BretonNT | 1:43 | An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. | |
John | BretonNT | 1:45 | Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared. | |
John | BretonNT | 1:46 | Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel. | |
John | BretonNT | 1:47 | Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennañ. | |
John | BretonNT | 1:48 | Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus. | |
John | BretonNT | 1:50 | Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc'h eget ar re-mañ a weli. | |