Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JOHN
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 15
John BretonNT 15:2  Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
John BretonNT 15:3  Dija ez oc'h glan abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
John BretonNT 15:4  Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
John BretonNT 15:5  Me eo ar winienn, c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra.
John BretonNT 15:6  Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
John BretonNT 15:7  Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h ha kement-se a vo roet deoc'h.
John BretonNT 15:8  E kement-mañ eo e vo roet gloar da'm Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
John BretonNT 15:9  Evel m'en deus an Tad va c'haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c'harantez.
John BretonNT 15:10  Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
John BretonNT 15:11  Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc'h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
John BretonNT 15:12  Setu va gourc'hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.
John BretonNT 15:13  Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
John BretonNT 15:14  C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
John BretonNT 15:15  N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
John BretonNT 15:16  N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantañ.
John BretonNT 15:17  Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
John BretonNT 15:18  Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
John BretonNT 15:19  Ma vijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
John BretonNT 15:20  Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
John BretonNT 15:21  Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 15:22  Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
John BretonNT 15:24  Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
John BretonNT 15:25  Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
John BretonNT 15:26  Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
John BretonNT 15:27  Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentañ.