JOHN
Chapter 12
John | BretonNT | 12:1 | C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv. | |
John | BretonNT | 12:2 | Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ. | |
John | BretonNT | 12:3 | Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se. | |
John | BretonNT | 12:4 | Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras: | |
John | BretonNT | 12:5 | Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiñ d'ar beorien? | |
John | BretonNT | 12:6 | Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc'hel ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni. | |
John | BretonNT | 12:7 | Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur. | |
John | BretonNT | 12:9 | Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv. | |
John | BretonNT | 12:12 | An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem, | |
John | BretonNT | 12:13 | a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou! | |
John | BretonNT | 12:16 | E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ. | |
John | BretonNT | 12:17 | Ar vandenn a oa gantañ p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. | |
John | BretonNT | 12:18 | Abalamour ivez m'en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ. | |
John | BretonNT | 12:19 | Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc'h. | |
John | BretonNT | 12:20 | Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel. | |
John | BretonNT | 12:21 | Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c'houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. | |
John | BretonNT | 12:22 | Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz. | |
John | BretonNT | 12:24 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh a gouezh d'an douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh. | |
John | BretonNT | 12:25 | An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. | |
John | BretonNT | 12:26 | Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ. | |
John | BretonNT | 12:27 | Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ. | |
John | BretonNT | 12:28 | Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh. | |
John | BretonNT | 12:29 | Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ. | |
John | BretonNT | 12:30 | Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N'eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc'h. | |
John | BretonNT | 12:31 | Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez. | |
John | BretonNT | 12:34 | Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? | |
John | BretonNT | 12:35 | Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a. | |
John | BretonNT | 12:36 | E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto. | |
John | BretonNT | 12:38 | evit ma vije peurc'hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou? | |
John | BretonNT | 12:40 | Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho. | |
John | BretonNT | 12:42 | Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n'anzavjont ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn, | |
John | BretonNT | 12:44 | Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset, | |
John | BretonNT | 12:46 | Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. | |
John | BretonNT | 12:47 | Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed. | |
John | BretonNT | 12:48 | An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d'an deiz diwezhañ. | |
John | BretonNT | 12:49 | Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg. | |