JOHN
Chapter 3
John | BretonNT | 3:1 | Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien. | |
John | BretonNT | 3:2 | Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ. | |
John | BretonNT | 3:3 | Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue. | |
John | BretonNT | 3:4 | Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet? | |
John | BretonNT | 3:5 | Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue. | |
John | BretonNT | 3:6 | Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered. | |
John | BretonNT | 3:8 | An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. | |
John | BretonNT | 3:11 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni. | |
John | BretonNT | 3:12 | Ma ne gredit ket pa gomzan deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel? | |
John | BretonNT | 3:13 | Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv. | |
John | BretonNT | 3:14 | Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, | |
John | BretonNT | 3:16 | Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. | |
John | BretonNT | 3:17 | Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. | |
John | BretonNT | 3:18 | An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue. | |
John | BretonNT | 3:19 | Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. | |
John | BretonNT | 3:20 | Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. | |
John | BretonNT | 3:21 | Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet. | |
John | BretonNT | 3:22 | Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze. | |
John | BretonNT | 3:23 | Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet, | |
John | BretonNT | 3:25 | Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh. | |
John | BretonNT | 3:26 | Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d'e gavout. | |
John | BretonNT | 3:27 | Yann a respontas: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv. | |
John | BretonNT | 3:28 | C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. | |
John | BretonNT | 3:29 | An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h. Met mignon an ozhac'h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo. | |
John | BretonNT | 3:31 | An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl, | |
John | BretonNT | 3:32 | hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, ha den ne zegemer e desteni. | |
John | BretonNT | 3:34 | rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. | |