JOHN
Chapter 5
John | BretonNT | 5:2 | Bez' ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched. | |
John | BretonNT | 5:3 | Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour, | |
John | BretonNT | 5:4 | rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ. | |
John | BretonNT | 5:6 | Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac'haet? | |
John | BretonNT | 5:7 | Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. | |
John | BretonNT | 5:9 | Kerkent an den a voe yac'haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad. | |
John | BretonNT | 5:10 | Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele. | |
John | BretonNT | 5:11 | Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh. | |
John | BretonNT | 5:12 | Neuze e c'houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh? | |
John | BretonNT | 5:13 | Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno. | |
John | BretonNT | 5:14 | Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h. | |
John | BretonNT | 5:16 | Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se d'an deiz sabad. | |
John | BretonNT | 5:18 | Dre-se ar Yuzevien a glaskas c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad e-unan, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue. | |
John | BretonNT | 5:19 | Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ. | |
John | BretonNT | 5:20 | Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. | |
John | BretonNT | 5:21 | Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ. | |
John | BretonNT | 5:23 | evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n'enor ket an Tad en deus e gaset. | |
John | BretonNT | 5:24 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. | |
John | BretonNT | 5:25 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo. | |
John | BretonNT | 5:26 | Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan, | |
John | BretonNT | 5:28 | Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma'z aint er-maez, | |
John | BretonNT | 5:29 | ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn. | |
John | BretonNT | 5:30 | Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c'haset. | |
John | BretonNT | 5:32 | Bez' ez eus unan all hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac'hanon. | |
John | BretonNT | 5:34 | Met an testeni a resevan n'eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet. | |
John | BretonNT | 5:35 | Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur. | |
John | BretonNT | 5:36 | Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset. | |
John | BretonNT | 5:37 | Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm, | |
John | BretonNT | 5:38 | hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset. | |
John | BretonNT | 5:39 | Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. | |
John | BretonNT | 5:43 | Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ. | |
John | BretonNT | 5:44 | Penaos e c'hellit krediñ, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? | |
John | BretonNT | 5:45 | Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. | |
John | BretonNT | 5:46 | Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn. | |