JOHN
Chapter 16
John | BretonNT | 16:2 | Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv reiñ ul lid da Zoue. | |
John | BretonNT | 16:4 | Me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po soñj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h. | |
John | BretonNT | 16:5 | Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez? | |
John | BretonNT | 16:6 | Hag abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. | |
John | BretonNT | 16:7 | Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc'h. | |
John | BretonNT | 16:8 | Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh, | |
John | BretonNT | 16:12 | Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. | |
John | BretonNT | 16:13 | Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. | |
John | BretonNT | 16:14 | Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc'h. | |
John | BretonNT | 16:15 | Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc'h. | |
John | BretonNT | 16:16 | C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma'z an da gavout an Tad. | |
John | BretonNT | 16:17 | Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma'z an da gavout an Tad? | |
John | BretonNT | 16:18 | Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. | |
John | BretonNT | 16:19 | Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C'hwi a c'houlenn etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot. | |
John | BretonNT | 16:20 | E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. | |
John | BretonNT | 16:21 | Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma'z eo deuet hec'h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n'he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed. | |
John | BretonNT | 16:22 | Evel-se c'hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. | |
John | BretonNT | 16:23 | En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h. | |
John | BretonNT | 16:24 | Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet. | |
John | BretonNT | 16:25 | Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad. | |
John | BretonNT | 16:26 | En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, | |
John | BretonNT | 16:27 | rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue. | |
John | BretonNT | 16:28 | Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad. | |
John | BretonNT | 16:29 | An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet. | |
John | BretonNT | 16:30 | Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue. | |
John | BretonNT | 16:32 | Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin. | |