JOHN
Chapter 20
John | BretonNT | 20:1 | An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. | |
John | BretonNT | 20:2 | Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. | |
John | BretonNT | 20:4 | Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez. | |
John | BretonNT | 20:5 | O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh. | |
John | BretonNT | 20:6 | Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar | |
John | BretonNT | 20:7 | hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. | |
John | BretonNT | 20:8 | Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas. | |
John | BretonNT | 20:11 | Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez | |
John | BretonNT | 20:12 | hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. | |
John | BretonNT | 20:13 | Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet. | |
John | BretonNT | 20:14 | O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz. | |
John | BretonNT | 20:15 | Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ. | |
John | BretonNT | 20:16 | Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! | |
John | BretonNT | 20:17 | Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue. | |
John | BretonNT | 20:18 | Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi. | |
John | BretonNT | 20:19 | An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! | |
John | BretonNT | 20:20 | Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras. | |
John | BretonNT | 20:21 | Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h. | |
John | BretonNT | 20:22 | Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel. | |
John | BretonNT | 20:23 | D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho. | |
John | BretonNT | 20:25 | An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. | |
John | BretonNT | 20:26 | Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! | |
John | BretonNT | 20:27 | Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred. | |
John | BretonNT | 20:29 | Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet! | |
John | BretonNT | 20:30 | Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ, | |