MATTHEW
Chapter 4
Matt | BretonNT | 4:1 | Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. | |
Matt | BretonNT | 4:3 | An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. | |
Matt | BretonNT | 4:4 | Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue. | |
Matt | BretonNT | 4:6 | hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. | |
Matt | BretonNT | 4:8 | An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, | |
Matt | BretonNT | 4:10 | Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. | |
Matt | BretonNT | 4:13 | O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali, | |
Matt | BretonNT | 4:15 | Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, | |
Matt | BretonNT | 4:16 | ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. | |
Matt | BretonNT | 4:17 | Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. | |
Matt | BretonNT | 4:18 | Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. | |
Matt | BretonNT | 4:19 | Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon ha me a raio ac'hanoc'h pesketaerien dud. | |
Matt | BretonNT | 4:21 | Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. | |
Matt | BretonNT | 4:23 | Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. | |
Matt | BretonNT | 4:24 | Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc'het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. | |