LUKE
Chapter 16
Luke | BretonNT | 16:1 | Eñ a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. | |
Luke | BretonNT | 16:2 | Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezañ va merour. | |
Luke | BretonNT | 16:3 | Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen. | |
Luke | BretonNT | 16:4 | Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin. | |
Luke | BretonNT | 16:5 | Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentañ: Pegement a dleez da'm mestr? | |
Luke | BretonNT | 16:6 | Eñ a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant. | |
Luke | BretonNT | 16:7 | Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. | |
Luke | BretonNT | 16:8 | Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan. | |
Luke | BretonNT | 16:9 | Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus. | |
Luke | BretonNT | 16:10 | An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras. | |
Luke | BretonNT | 16:11 | Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? | |
Luke | BretonNT | 16:12 | Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h? | |
Luke | BretonNT | 16:13 | Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. | |
Luke | BretonNT | 16:15 | Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue. | |
Luke | BretonNT | 16:16 | Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. | |
Luke | BretonNT | 16:17 | Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout. | |
Luke | BretonNT | 16:18 | Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh. | |
Luke | BretonNT | 16:19 | Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. | |
Luke | BretonNT | 16:20 | Bez' e oa ur paour anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù; | |
Luke | BretonNT | 16:21 | c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. | |
Luke | BretonNT | 16:22 | En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet. | |
Luke | BretonNT | 16:23 | O vezañ e lec'h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre. | |
Luke | BretonNT | 16:24 | O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ. | |
Luke | BretonNT | 16:25 | Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù. | |
Luke | BretonNT | 16:26 | Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. | |
Luke | BretonNT | 16:28 | rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. | |
Luke | BretonNT | 16:29 | Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho. | |
Luke | BretonNT | 16:30 | Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. | |