LUKE
Chapter 7
Luke | BretonNT | 7:1 | Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum. | |
Luke | BretonNT | 7:3 | O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. | |
Luke | BretonNT | 7:4 | Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ, | |
Luke | BretonNT | 7:6 | Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn. | |
Luke | BretonNT | 7:7 | Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet. | |
Luke | BretonNT | 7:8 | Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. | |
Luke | BretonNT | 7:9 | Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. | |
Luke | BretonNT | 7:10 | Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv. | |
Luke | BretonNT | 7:11 | An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ. | |
Luke | BretonNT | 7:12 | Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti. | |
Luke | BretonNT | 7:14 | O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav! | |
Luke | BretonNT | 7:16 | Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl. | |
Luke | BretonNT | 7:19 | Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? | |
Luke | BretonNT | 7:20 | O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? | |
Luke | BretonNT | 7:21 | En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall. | |
Luke | BretonNT | 7:22 | Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien. | |
Luke | BretonNT | 7:24 | Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? | |
Luke | BretonNT | 7:25 | Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned. | |
Luke | BretonNT | 7:26 | Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. | |
Luke | BretonNT | 7:27 | Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit. | |
Luke | BretonNT | 7:28 | Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. | |
Luke | BretonNT | 7:29 | Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. | |
Luke | BretonNT | 7:30 | Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver. | |
Luke | BretonNT | 7:31 | Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel? | |
Luke | BretonNT | 7:32 | Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet. | |
Luke | BretonNT | 7:33 | Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ. | |
Luke | BretonNT | 7:34 | Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien. | |
Luke | BretonNT | 7:36 | Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol. | |
Luke | BretonNT | 7:37 | Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat, | |
Luke | BretonNT | 7:38 | Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat. | |
Luke | BretonNT | 7:39 | Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall. | |
Luke | BretonNT | 7:40 | Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar. | |
Luke | BretonNT | 7:41 | Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant. | |
Luke | BretonNT | 7:42 | Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ? | |
Luke | BretonNT | 7:43 | Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus. | |
Luke | BretonNT | 7:44 | Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev. | |
Luke | BretonNT | 7:45 | Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid. | |
Luke | BretonNT | 7:46 | Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat. | |
Luke | BretonNT | 7:47 | Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut. | |
Luke | BretonNT | 7:49 | Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù? | |