LUKE
Chapter 4
Luke | BretonNT | 4:1 | Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; | |
Luke | BretonNT | 4:2 | eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon. | |
Luke | BretonNT | 4:3 | Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. | |
Luke | BretonNT | 4:4 | Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue. | |
Luke | BretonNT | 4:5 | An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed, | |
Luke | BretonNT | 4:6 | hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din. | |
Luke | BretonNT | 4:8 | Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. | |
Luke | BretonNT | 4:9 | Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoñ, rak skrivet eo: | |
Luke | BretonNT | 4:11 | hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. | |
Luke | BretonNT | 4:14 | Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. | |
Luke | BretonNT | 4:16 | Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn. | |
Luke | BretonNT | 4:17 | Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: | |
Luke | BretonNT | 4:18 | Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket, | |
Luke | BretonNT | 4:20 | Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. | |
Luke | BretonNT | 4:21 | Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc'h eus klevet | |
Luke | BretonNT | 4:22 | An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henoù, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemañ mab Jozef? | |
Luke | BretonNT | 4:23 | Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum. | |
Luke | BretonNT | 4:24 | Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro. | |
Luke | BretonNT | 4:25 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro. | |
Luke | BretonNT | 4:26 | Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon. | |
Luke | BretonNT | 4:27 | Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. | |
Luke | BretonNT | 4:29 | O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. | |
Luke | BretonNT | 4:31 | Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioù sabad. | |
Luke | BretonNT | 4:33 | Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel: | |
Luke | BretonNT | 4:34 | A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. | |
Luke | BretonNT | 4:35 | Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ. | |
Luke | BretonNT | 4:36 | Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur hag ez eont kuit! | |
Luke | BretonNT | 4:38 | O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti. | |
Luke | BretonNT | 4:39 | O vezañ en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho. | |
Luke | BretonNT | 4:40 | Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas. | |
Luke | BretonNT | 4:41 | An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C'hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C'hrist. | |
Luke | BretonNT | 4:42 | Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket. | |
Luke | BretonNT | 4:43 | Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset. | |