LUKE
Chapter 15
Luke | BretonNT | 15:2 | Ar farizianed hag ar skribed a c'hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec'herien hag a zebr ganto. | |
Luke | BretonNT | 15:4 | Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet? | |
Luke | BretonNT | 15:6 | ha, deuet en-dro d'ar gêr, e c'halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet. | |
Luke | BretonNT | 15:7 | Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh. | |
Luke | BretonNT | 15:8 | Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm (1 drakm = pezh arc'hant gresian war-dro 4 g) ha mar deu da goll unan anezho, n'enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet? | |
Luke | BretonNT | 15:9 | O vezañ e gavet, e c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet. | |
Luke | BretonNT | 15:10 | Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz. | |
Luke | BretonNT | 15:12 | An hini yaouankañ a lavaras d'an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù. | |
Luke | BretonNT | 15:13 | Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll. | |
Luke | BretonNT | 15:14 | Goude m'en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez. | |
Luke | BretonNT | 15:15 | Mont a reas d'en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc'h. | |
Luke | BretonNT | 15:16 | Karet en dije leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h, met den ne roe dezhañ. | |
Luke | BretonNT | 15:17 | O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon! | |
Luke | BretonNT | 15:18 | Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, | |
Luke | BretonNT | 15:19 | ha n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien. | |
Luke | BretonNT | 15:20 | Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ. | |
Luke | BretonNT | 15:21 | Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. | |
Luke | BretonNT | 15:22 | Met an tad a lavaras d'e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid. | |
Luke | BretonNT | 15:24 | rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat. | |
Luke | BretonNT | 15:25 | Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù. | |
Luke | BretonNT | 15:26 | Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se. | |
Luke | BretonNT | 15:27 | Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m'en deus e adkavet yac'h. | |
Luke | BretonNT | 15:28 | Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh. | |
Luke | BretonNT | 15:29 | Met eñ a respontas d'an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned. | |
Luke | BretonNT | 15:30 | Ha pa'z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec'h eus lazhet al leue lart evitañ! | |