LUKE
Chapter 11
Luke | BretonNT | 11:1 | Un deiz ma oa o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien. | |
Luke | BretonNT | 11:2 | Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, | |
Luke | BretonNT | 11:4 | pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug. | |
Luke | BretonNT | 11:5 | Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, | |
Luke | BretonNT | 11:6 | rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ, | |
Luke | BretonNT | 11:7 | ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit, | |
Luke | BretonNT | 11:8 | me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm. | |
Luke | BretonNT | 11:9 | Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h. | |
Luke | BretonNT | 11:10 | Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. | |
Luke | BretonNT | 11:11 | Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk? | |
Luke | BretonNT | 11:13 | Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ! | |
Luke | BretonNT | 11:14 | Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet. | |
Luke | BretonNT | 11:15 | Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit. | |
Luke | BretonNT | 11:17 | Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret. | |
Luke | BretonNT | 11:18 | Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled? | |
Luke | BretonNT | 11:19 | Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. | |
Luke | BretonNT | 11:20 | Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h. | |
Luke | BretonNT | 11:22 | Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk. | |
Luke | BretonNT | 11:23 | An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. | |
Luke | BretonNT | 11:24 | Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet. | |
Luke | BretonNT | 11:26 | Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. | |
Luke | BretonNT | 11:27 | Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet! | |
Luke | BretonNT | 11:28 | Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ! | |
Luke | BretonNT | 11:29 | Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. | |
Luke | BretonNT | 11:30 | Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ. | |
Luke | BretonNT | 11:31 | Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon. | |
Luke | BretonNT | 11:32 | Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona. | |
Luke | BretonNT | 11:33 | Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti. | |
Luke | BretonNT | 11:34 | Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn. | |
Luke | BretonNT | 11:36 | Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklêrijenn. | |
Luke | BretonNT | 11:37 | Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol. | |
Luke | BretonNT | 11:39 | Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez. | |
Luke | BretonNT | 11:40 | Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh? | |
Luke | BretonNT | 11:41 | Roit kentoc'h aluzenoù eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h. | |
Luke | BretonNT | 11:42 | Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all. | |
Luke | BretonNT | 11:43 | Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù. | |
Luke | BretonNT | 11:44 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno. | |
Luke | BretonNT | 11:45 | Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez. | |
Luke | BretonNT | 11:46 | Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. | |
Luke | BretonNT | 11:47 | Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv. | |
Luke | BretonNT | 11:48 | C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioù. | |
Luke | BretonNT | 11:49 | Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint, | |
Luke | BretonNT | 11:50 | evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed, | |
Luke | BretonNT | 11:51 | adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ. | |
Luke | BretonNT | 11:52 | Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. | |
Luke | BretonNT | 11:53 | Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù, | |