LUKE
Chapter 18
Luke | BretonNT | 18:1 | Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ. | |
Luke | BretonNT | 18:2 | Lavarout a reas: Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n'en doa resped ebet evit den. | |
Luke | BretonNT | 18:3 | Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d'e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour. | |
Luke | BretonNT | 18:4 | E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na'm eus resped ebet evit den, | |
Luke | BretonNT | 18:5 | koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac'hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. | |
Luke | BretonNT | 18:7 | Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ? | |
Luke | BretonNT | 18:8 | Me a lavar deoc'h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar? | |
Luke | BretonNT | 18:9 | Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all: | |
Luke | BretonNT | 18:10 | Daou zen a bignas d'an templ da bediñ. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan. | |
Luke | BretonNT | 18:11 | Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se. | |
Luke | BretonNT | 18:13 | Ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d'an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec'her! | |
Luke | BretonNT | 18:14 | Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas reishaet d'e di kentoc'h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet. | |
Luke | BretonNT | 18:15 | Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole dezho. | |
Luke | BretonNT | 18:16 | Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. | |
Luke | BretonNT | 18:17 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh. | |
Luke | BretonNT | 18:18 | Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? | |
Luke | BretonNT | 18:20 | Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm. | |
Luke | BretonNT | 18:22 | Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon. | |
Luke | BretonNT | 18:24 | Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! | |
Luke | BretonNT | 18:25 | Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. | |
Luke | BretonNT | 18:29 | Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue, | |
Luke | BretonNT | 18:30 | ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. | |
Luke | BretonNT | 18:31 | Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc'hraet. | |
Luke | BretonNT | 18:32 | Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, | |
Luke | BretonNT | 18:33 | ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. | |
Luke | BretonNT | 18:34 | Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho. | |
Luke | BretonNT | 18:35 | Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c'houlenne an aluzen. | |
Luke | BretonNT | 18:39 | Ar re a yae a-raok a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! | |
Luke | BretonNT | 18:40 | Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas ma vefe degaset dezhañ ha, pa voe tostaet, e c'houlennas digantañ: | |
Luke | BretonNT | 18:41 | Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled. | |