Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
LUKE
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 12
Luke BretonNT 12:1  War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
Luke BretonNT 12:2  Met n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.
Luke BretonNT 12:3  Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù a vo prezeget war lein an tiez.
Luke BretonNT 12:4  Hag e lavaran deoc'h-c'hwi va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
Luke BretonNT 12:5  Met me a ziskouezo deoc'h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d'ar gehenn, goude m'en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc'h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.
Luke BretonNT 12:6  Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
Luke BretonNT 12:7  Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
Luke BretonNT 12:8  Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Luke BretonNT 12:9  met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
Luke BretonNT 12:10  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d'an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
Luke BretonNT 12:11  Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,
Luke BretonNT 12:12  rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
Luke BretonNT 12:13  Unan eus a-bgreiz ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
Luke BretonNT 12:14  Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù?
Luke BretonNT 12:15  Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
Luke BretonNT 12:16  Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh,
Luke BretonNT 12:17  hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
Luke BretonNT 12:18  Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù.
Luke BretonNT 12:19  Hag e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.
Luke BretonNT 12:20  Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo?
Luke BretonNT 12:21  Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n'eo ket pinvidik e Doue.
Luke BretonNT 12:22  Neuze e lavaras d'e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
Luke BretonNT 12:23  Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.
Luke BretonNT 12:24  Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?
Luke BretonNT 12:25  Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?
Luke BretonNT 12:26  Ma ne c'hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc'h-unan, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?
Luke BretonNT 12:27  Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
Luke BretonNT 12:28  Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?
Luke BretonNT 12:29  N'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.
Luke BretonNT 12:30  Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
Luke BretonNT 12:31  Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
Luke BretonNT 12:32  Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
Luke BretonNT 12:33  Gwerzhit ar pezh hoc'h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laer ne dosta ket hag e-pelec'h ar preñv ne zistruj ket.
Luke BretonNT 12:34  Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
Luke BretonNT 12:35  Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.
Luke BretonNT 12:36  Bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.
Luke BretonNT 12:37  Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Luke BretonNT 12:38  Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
Luke BretonNT 12:39  Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Luke BretonNT 12:40  C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
Luke BretonNT 12:41  Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d'an holl e lavarez ar barabolenn-se?
Luke BretonNT 12:42  An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Luke BretonNT 12:43  Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
Luke BretonNT 12:44  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
Luke BretonNT 12:45  Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d'en em vezviñ,
Luke BretonNT 12:46  mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.
Luke BretonNT 12:47  Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest ha n'en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Luke BretonNT 12:48  Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
Luke BretonNT 12:49  Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c'hoantaat mar d-eo enaouet dija?
Luke BretonNT 12:50  Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc'hraet!
Luke BretonNT 12:51  Ha krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.
Luke BretonNT 12:52  Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri,
Luke BretonNT 12:53  an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.
Luke BretonNT 12:54  Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu.
Luke BretonNT 12:55  Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu.
Luke BretonNT 12:56  Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?
Luke BretonNT 12:57  Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?
Luke BretonNT 12:58  Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.
Luke BretonNT 12:59  Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.