LUKE
Chapter 14
Luke | BretonNT | 14:1 | Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ. | |
Luke | BretonNT | 14:3 | Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad? | |
Luke | BretonNT | 14:5 | Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d'an deiz sabad? | |
Luke | BretonNT | 14:7 | Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho: | |
Luke | BretonNT | 14:8 | Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout, | |
Luke | BretonNT | 14:9 | hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ. | |
Luke | BretonNT | 14:10 | Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit. | |
Luke | BretonNT | 14:11 | Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. | |
Luke | BretonNT | 14:12 | Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra. | |
Luke | BretonNT | 14:14 | hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh. | |
Luke | BretonNT | 14:15 | Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue! | |
Luke | BretonNT | 14:17 | Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ. | |
Luke | BretonNT | 14:18 | Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da'm digareziñ. | |
Luke | BretonNT | 14:19 | Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da'm digareziñ. | |
Luke | BretonNT | 14:21 | Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall. | |
Luke | BretonNT | 14:22 | Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh. | |
Luke | BretonNT | 14:23 | Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi. | |
Luke | BretonNT | 14:24 | Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c'hoan. | |
Luke | BretonNT | 14:26 | Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl. | |
Luke | BretonNT | 14:27 | Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl. | |
Luke | BretonNT | 14:28 | Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ, | |
Luke | BretonNT | 14:29 | gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhañ, | |
Luke | BretonNT | 14:30 | o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiñ? | |
Luke | BretonNT | 14:31 | Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ d'en em c'houlenn hag eñ e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil? | |
Luke | BretonNT | 14:32 | Anez, pa'z emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h. | |
Luke | BretonNT | 14:33 | Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ va diskibl. | |