LUKE
Chapter 13
Luke | BretonNT | 13:1 | En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù. | |
Luke | BretonNT | 13:2 | Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? | |
Luke | BretonNT | 13:4 | Pe krediñ a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem? | |
Luke | BretonNT | 13:6 | Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket. | |
Luke | BretonNT | 13:7 | Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar? | |
Luke | BretonNT | 13:8 | Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. | |
Luke | BretonNT | 13:11 | Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ. | |
Luke | BretonNT | 13:12 | Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved. | |
Luke | BretonNT | 13:14 | Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha nann d'an deiz sabad. | |
Luke | BretonNT | 13:15 | Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d'an dour? | |
Luke | BretonNT | 13:16 | Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz? | |
Luke | BretonNT | 13:17 | Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae. | |
Luke | BretonNT | 13:18 | Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi? | |
Luke | BretonNT | 13:19 | Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù. | |
Luke | BretonNT | 13:21 | Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl. | |
Luke | BretonNT | 13:22 | Mont a rae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem. | |
Luke | BretonNT | 13:23 | Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho: | |
Luke | BretonNT | 13:24 | Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. | |
Luke | BretonNT | 13:25 | Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h. | |
Luke | BretonNT | 13:26 | Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. | |
Luke | BretonNT | 13:27 | Eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder. | |
Luke | BretonNT | 13:28 | Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. | |
Luke | BretonNT | 13:29 | Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue. | |
Luke | BretonNT | 13:30 | Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ. | |
Luke | BretonNT | 13:31 | En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. | |
Luke | BretonNT | 13:32 | Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. | |
Luke | BretonNT | 13:33 | Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem. | |
Luke | BretonNT | 13:34 | Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! | |